Levr Daniel 10:1
Enn trédé bloaz eûz a Zirus, roué ar Bersied, eur gér a oé disklériet da Zaniel, les hanvet Baltassar, eur gér gwir, hag eunn ners brâz: hag hen̄ a boellaz ar lavar; râk poell a zô réd er gwélédigésiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Enn deisiou-zé, me Daniel a wélaz bemdez a-héd teir zizun.
Cross References
Ezra 3:7Hôgen hî a rôaz arc’han̄t d’ar vénerien-vein ha d’ar vasounerien: rei a réjon̄t ivé da zibri ha da éva, hag éôl d’ar Sidonied ha d’ann Tiried, évid ma tigaschen̄t koat sedr eûz al Liban da vôr Joppe, hervez m’en dôa Sirus, roué ar Bersied, hé c’hourc’hémennet d’ézhô.
Ezra 4:5Kâs a réjon̄t ivé kuzulierien enn hô énep, évit disman̄ta hô dézô é holl zeisiou Sirus, roué ar Bersied, ha bété rén Darius, roué ar Bersied.
Ezra 6:3Er bloavez ken̄ta eûz a rén ar roue Sirus, ar roué Sirus, a c’hourc’hémennaz é vijé savet tî Doué a oa é Jéruzalem, el léac’h ma kenniged hostivou, ha ma vijé lékéat eunn diazez évid dougen eunn tî eûz a dri-ugen̄t ilinad a uc’helded, hag eûz a dri-ugen̄t ilinad a léd;
Daniel 1:17Hôgen Doué a rôaz d’ar pévar dén iaouan̄k-zé ar wiziégez hag ar skian̄t é pép levr hag é pép furnez; ha da Zaniel ann disklériadur eûz a bép gwélédigez hag eûz a béb huvré.