The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 10

1Enn trédé bloaz eûz a Zirus, roué ar Bersied, eur gér a oé disklériet da Zaniel, les hanvet Baltassar, eur gér gwir, hag eunn ners brâz: hag hen̄ a boellaz ar lavar; râk poell a zô réd er gwélédigésiou.

2Enn deisiou-zé, me Daniel a wélaz bemdez a-héd teir zizun.

3Na zebriz két a vara c’houék, n’az éaz na kîk na gwîn em génou, ha n’en em lardiz két gan̄d éôl; kén na oé tréménet deisiou ann teir zizun-zé.

4Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar miz ken̄ta, édoun é-tâl ar ster vrâz, péhini eo ann Tigris.

5Ha mé a zavaz va daoulagad, hag a zellaz: ha chétu é wéliz eunn dén gwisket gan̄t lin, ha war hé zargreiz eur gouriz aour ar glana.

6Hé gorf a oa ével eur méan krizolit, hag hé zremm ével doaré eul luc’héden, hag hé zaoulagad ével eur c’hleûzeûr béô: hag hé zivrec’h hag ac’hanô bétég hé dreid ével arem ar skédusa: ha mouéz hé c’hériou ével mouéz eul lôd brâz a dûd.

7Mé Daniel hép-kén a wélaz ar wélédigez-zé: râg ann dûd a oa gan-én̄ n’hé gwélchon̄t két; hôgen eunn heûz brâz a grôgaz enn-hô, hag hî a déc’haz hag en em guzaz.

8Ha mé ô véza choumet va-unan a wélaz ar wélédigez vrâz-zé, ha na choumaz két a ners enn-oun, va dremm a oé trôet, hag é fatiz, hag é kolliz va holl ners.

9Ha mé a glévaz mouéz hé c’hériou: ha pa hé c’hléviz é c’hourvéziz war va dremm ha mé spoun̄tet-brâz, ha va génou a oa stag oud ann douar.

10Ha chétu eunn dourn a stokaz ouz-in, hag a zavaz ac’hanoun war va daoulin, ha war vellou va daouarn.

11Hag hen̄ a lavaraz d’in: Daniel, dén c’houék, poell ar geriou a lavarann d’id, ha sâo enn da zâ; râk bréma ounn kaset étrézég enn-od. Ha goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é saviz enn eur gréna.

12Hag hén̄ a lavaraz d’in: N’az péz két a aoun, Daniel; râg aba ann deiz ken̄ta ma éc’h eûz roet da galoun d’ar poell, ha ma oud en em gastizet dirâk da Zoué, eo bét sélaouet oud da c’hériou; hag enn abek d’as gériou eo ounn deûet.

13Hôgen prin̄s rouan̄télez ar Bersied a énébaz ouz-in a-héd eunn dervez war-n-ugen̄t: ha chétu Mikael, unan eûz ar brin̄sed ken̄ta, a zeûaz d’am ken-nerza; ha mé a choumaz énô gan̄t roué ar Bersied.

14Ha mé a zô deûet évid deski d’id ar péz a dlé da c’hoarvézout gan̄d da bobl enn deisiou divéza; râg ar wélédigez-zé na vézô sévénet némét goudé kalz deisiou.

15Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé d’in, é trôiz va daoulagad étrézég ann douar, hag é taviz.

16Ha chétu ann hini a oa hén̄vel out mâb ann dén a stokaz out va muzellou: hag ô tigeri va génou é komziz, hag é liviriz d’ann hini a oa enn hé zâ dira-z-oun: Va Aotrou, pa em eûz da wélet, eo bét dilec’het va mellou, ha n’eûz choumet ners é-béd enn-oun.

17Ha pénaoz é hellô servicher va Aotrou komza out va Aotrou? râk n’eûz choumet ners é-béd enn-onn, ha va halan hé-unan a zô kollet.

18Hag ann hini a oa hen̄vel oud eunn̄ dén a stokaz adarré ouz-in, hag a grévaaz ac’hanoun,

19Hag a lavaraz: N’az péz két a aoun, dén c’houék; ar péoc’h ra vézô gan-éz; en em gréva, ha béz kré. Ha pa gomzé ouz-in, en em grévaiz, hag é liviriz: Komz, va Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va c’hrévéet.

20Hag hen̄ a lavaraz: Ha gouzoud a réz pérâg ounn deûet étrézég enn-od? Hôgen bréma é tistrôann évit stourmi out prin̄s ar Bersied: ha p’az éann er-méaz, prin̄s ar C’hrésied a zô deûet d’en em ziskouéza.

21Koulskoudé é rôinn da anaoud d’id ar péz a zô merket é skritur ar wirionez: ha n’eûz dén ô skoazia ac’hanoun é kémen̄t-sé, némét Mikael hô prin̄s-c’houi. ———— XI. PENNAD Diougan diwar-benn ar Bersied hag ar C’hrésied.

← Levr Daniel 9Read In The App, Free →Levr Daniel 11 →

Study Levr Daniel 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112