Levr Daniel 11:24
Mon̄d a rai er c’heriou ar ré vrasa hag ar ré binvidika: hag hén̄ a rai ar péz n’hô deûz gréat nag hô zadou, na tadou hô zadou: dibourc’h ha preiz a gémérô war-n-ézhô, hag hô madou a vévézô: hag oud hô ménosiou ar ré gréva éc’h énébô: ha kémen̄t-sé bétég eunn amzer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:25Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz: hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.
Proverbs 19:6Kalz a dûd a énor ann dén galloudek, hag a zô miñouned d’ann hini en deûz péadrâ da rei.
Ezekiel 38:10Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Enn deiz-zé é savô ratosiou enn da galoun, hag é venni gwall vénosiou.