Levr Daniel 11
1Hôgen mé, aba ar bloaz ken̄ta eûz a Zarius ar Médiad, a zô bét savet évit ma krévaché ha ma startaché.
2Ha bréma é rôinn da anaoud d’id ar wirionez: Chétu é savô c’hoaz tri roué er Bersia; hag ar pévaré a vézô pinvidikoc’h égéd ar ré all holl: ha pa vézô deûet da véza galloudek gan̄d hé vadou, é ken̄traouô ann holl boblou out rouan̄télez ar C’hrésied.
3Hôgen sével a rai eur roué kré, a aotrouniô gan̄d eur galloud brâz, hag a rai ar péz a garô.
4Ha pa vézô bét savet, hé rouan̄télez a vézô dispennet, hag a vezô rannet war-zû ar pévar avel eûz ann én̄v; n’az ai két d’hé nested, ha na virô két ar galloud gan̄t péhini en dôa aotrouniet: râg hé rouan̄télez a vézô diframmet gan̄t ré all c’hoaz, estr égéd ar ré-man̄.
5Ha roué ar c’hrésteiz en em grévai: hag unan eûz hé brin̄sed a vézô galloudékoc’h égét-han̄, hag en dévézô kalz a véli; râk braz é vézô hé aotrouniez.
6Ha goudé eur bloavésiou-bennâg, é rain̄t kévrédigez étré-z-hô: ha merc’h roué ar c’hrésteiz a zeûi da gavout roué ann han̄ter-nôz évid ôber karan̄tez: hôgen na gavô két eur vréac’h gré, ha n’en em startai két hé gwenn: hî hé-unan a vézô gwerzet, nag ivé ar ré hô dôa hé digaset, hag ann dûd-iaouan̄k péré hô dôa hé c’hen-nerzet a-héd ann amzériou.
7Hôgen eunn taol a zavô eûz a c’hrisien ann hévélep plan̄ten: hag hén̄ a zeûi gan̄d eunn armé; hag a iélô é provin̄sou roué ann han̄tez-nôz: hag hén̄ hô gwastô hag hô c’hémérô.
8Hag hén̄ a gasô gan̄t-han̄ ével sklaved enn Éjipt, hô douéed, hô skeudennou, hag hô listri arc’han̄t hag aour ar ré gaéra: tréac’h é vézô da roué ann han̄tez-nôz.
9Roué ar c’hrésteiz a iélô enn hé rouan̄télez, hag a zistrôi d’hé vrô hé-unan.
10Hôgen hé vipien en em gen̄traouô, hag a strollô arméou brâz: hag unan a zeûi gan̄d hast, hag ével eunn dic’hlann: hag hén̄ a zistrôi, hag en em gen̄traouô, hag a stourmô oud hé holl ners.
11Neûzé roué ar c’hrésteiz ô véza héget a zavô, hag a stourmô out roué ann han̄ter-nôz: eunn armé brâz a strollô, hag eut lôd brâz a dûd a vézô lékéat étré hé zaouarn.
12Eul lôd brâz a gémérô, hag hé galoun a stambouc’hô: meûr a vîl a zispennô, hôgen na vézô két tréac’h.
13Râk roué ann han̄ter-nôz a zistrôi adarré, hag a strollô eunn armé brasoc’h c’hoaz égéd ar gen̄ta: ha da benn eur bloavésiou-bennâg, é teûi gan̄d hast, gan̄d eunn armé vrâz ha kalz madou.
14Hag enn amzeriou-zé é savô meûr a hini a-énep roué ar c’hrésteiz: mipien ar ré eûz da bobl péré hô dévézô torret al lézen a zavô ivé évit sévéni ar wélédigez, hag hi a gouézô.
15Ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi, hag a rai savennou douar, hag a gémérô kériou ar ré gréva: ha brec’hiou ar c’hrésteiz na hellin̄t két harza; ar ré-zilennet a zavô évid énébi, ha n’hô dévézô két a ners.
16Pa zeûi enn hé énep é rai ar péz a garô, ha na vézô dén évit sével out-han̄: enn douar brudet-brâz éz ai, ha gan̄d hé zourn é vézô dispennet.
17Trei a rai hé zremm évit kémérout hé rouan̄télez holl, hag é doaré vâd é rai enn hé gén̄ver: merc’h ar gragez a rôi d’ézhan̄, évid hé golla; hôgen na zeûi két a benn, hag hî na vézô két évit-han̄.
18Trei a rai hé zremm étrézég ann énézi, hag é kémérô kalz anézhô: hag hén̄ a rai penn out prin̄s hé vézégez, hag hé vézégez a drôi out-han̄ hé-unan.
19Trei a rai hé zremm étrézé douarou hé rouan̄télez hé-unan: eur spi a gavô, kouéza a rai, ha na vézô kavet mui.
20Hag enn hé léac’h é savô eunn dén dister-brâz, ha dizellézek eûz ar sked a roué: hag é nébeûd a zeisiou é vézô dispennet hé-man̄, nann dré ar frouden, na dré ar brézel.
21Hag enn hé léac’h é savô eunn dén disprizet, ha da béhini na vézô két rôet ann énor a roué: é-kûz é teûi, ha dré douellérez é kémérô ar rouan̄télez.
22Hag ann divréc’h a stourmô a vézô trec’het dira-z-han̄, hag a vézô brévet: hag ivé penn ar gévrédigez.
23Ha goudé ar c’haran̄tésiou, é rai touellerez enn hé gén̄ver: piña a rai, hag é trec’hô gan̄d nébeûd a bobl.
24Mon̄d a rai er c’heriou ar ré vrasa hag ar ré binvidika: hag hén̄ a rai ar péz n’hô deûz gréat nag hô zadou, na tadou hô zadou: dibourc’h ha preiz a gémérô war-n-ézhô, hag hô madou a vévézô: hag oud hô ménosiou ar ré gréva éc’h énébô: ha kémen̄t-sé bétég eunn amzer.
25Hag hén̄ a gen̄traouô hé ners hag hé galoun out roué ar c’hrésteiz hag hé armé vrâz: ha roué ar c’hrésteiz a vézô galvet d’ar brézel gan̄t kalz a gen-nerz hag a vrézélidi: hôgen hi na vézin̄t két stard, ô véza ma tispac’hin̄t enn hé énep.
26Hag ô tibri bara gan̄t-han̄, é tispennin̄t anézhan̄; hag hé armé a vézô mac’het: hag eul lôd brâz a vézô lazet.
27Kaloun ann daou roué-zé a vézô douget da ôber ann drouk: oud ann hévélep taol, é livirin̄t gevier, ha n’az ain̄t két da benn: ô véza na vézô két c’hoaz deûet ann amzer.
28Hag hén̄ a zistrôi d’hé vrô gan̄t madou brâz: hé galoun a zavô a-éneb ar gévrédigez zan̄tel; ével-sé é rai, hag é tistrôi d’hé vrô.
29D’ann amzer merket é tistrôi, hag é teûi war-zû ar c’hrésteiz: hag ar stad divéza na vézô két hen̄vel oud ar stad gen̄ta.
30Hag ar Romaned a zeûi enn hé énep gan̄d hô listri: hag hén̄ a vézô diskaret, hag a zistrôi, hag a win̄kô out kévrédigez ar san̄tuar, hag a rai ével-henn: distrei a rai, hag é taolô ivé hé wall vénosiou war ar ré hô dôa dilézet kévrédigez ar san̄tuar.
31Brec’hiou a zavô évit-han̄, hag hî a zaotrô san̄tuar ann ners, hag a lamô ar sakrifiz peûr-baduz: hag hî a zavô heûz ann disman̄tr.
32Ar ré fallagr péré hô dévézô torret ar gévrédigez a embrégô gan̄t troidellérez: hôgen ar bobl a anavézô hé Zoué en em startai oud al lézen, hag hé sévénô.
33Hag ar ré zesket é-touez ar bobl a zesko meûr a hini: hag hî a vézô heskinet gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann tân, ha gan̄d ar sklavérez, ha gan̄d ar preizérez, a-héd meûr a zervez.
34Ha pa gouézin̄t war-n-ézho, ar ré-man̄ a vézô ken-nerzet gan̄d eur c’hennerz bihan: ha meûr a hini en em stagô out-hô é-kûz.
35Ha lôd eûz ar ré zesket a gouézô, évit ma vézin̄t tanet, ha glanet, ha gwennet, bétég eunn amzer merket: râg eunn amzer all a vézô c’hoaz. 35 Ar roué a rai ar péz a garô. Sével a rai, hag en em vugadô a-éneb ann holl zouéed: traou balc’h a lavarô diwar-benn Doué ann douéed: hag hén̄ a zeûi da benn, kén na vézô leûniet hé vuanégez; râg enn doaré-zé eo bet reizet.
37N’en dévézô azaouez é-béd oud Doué hé dadoû: é droug-ioul ar merc’hed e vézô; ha na énorô doué é-béd; râg a énep pép-trâ é savô.
38Kééla a rai ann doué Maozim enn hé léac’h: hag hén̄ a énorô gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha gan̄t mein talvouduz, ha gan̄t traou ar ré gaéra, eunn doué ha na anavézé k ét hé dadou.
39Lakaad a rai da grévaat Maozim, ann doué-zé a-ziavéaz, péhini a anavez; kreski a rai hé c’hloar, hag é rôi d’hé géélerien eur véli vrâz, hag é rannô ann douar hép mizou.
40Roué ar c’hrésteiz a stourmô out-han̄ enn amzer verket, ha roué ann han̄ter-nôz a zeûi ével eunn arné enn hé énep, gan̄t kirri, gan̄t marc’héien, ha gan̄d eul lôd brâz a listri: mon̄d a rai enn hé zouarou; hô gwasta a rai, hag é tréménô dreist.
41Hag hén̄ a iélô enn douar a c’hloar, ha kalz a vézô dispennet: ar ré-zé hép-kén a vézô dieûbet eûz hé zaouarn, Édom, ha Moab, ha penn-kéar bugalé Ammon.
42Astenna a rai hé zourn war ar brôiou, ha brô ann Éjipt na dec’hô két.
43Hén̄ a vézô da vestr d’ann ten̄zoriou aour hag arc’han̄t, ha d’ann holl draou talvouduz-brâz eûz ann Éjipt: al Libia hag ann Étiopia a dreûzô ivé.
44Strafiḻet é vézô gan̄d ar c’helou a zeûi d’ézhan̄ eûz ar sâv-héol, hag eûz ann han̄ter-nôz: hag hén̄ a zeûi gan̄d eul lôd brâz a dûd évit brévi ha laza meûr a hini.
45Hag hén̄ a zavô telt hé léz étré ar môriou, war ar ménez brudet ha san̄tel: hag éz ai bétég hé lein, ha na vézô dén évid hé gen-nerza. ———— XII. PENNAD Dieûb pobl Israel.