Levr Daniel 11:30
Hag ar Romaned a zeûi enn hé énep gan̄d hô listri: hag hén̄ a vézô diskaret, hag a zistrôi, hag a win̄kô out kévrédigez ar san̄tuar, hag a rai ével-henn: distrei a rai, hag é taolô ivé hé wall vénosiou war ar ré hô dôa dilézet kévrédigez ar san̄tuar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 24:24Don̄t a rain̄t é listri eûz ann Itali; trec’hi a rain̄t ann Assiried; gwasta a rain̄t ann Hébréed; hag enn-divez é vézin̄t kollet hô-unan.
Nehemiah 6:12Hag éc’h anavéziz pénaoz n’en dôa két Doué hé gaset, hôgen pénaoz en dôa komzet ouz-in é doaré eur profed, hag é oa bét touellet gan̄t Tobias ha Sanaballat:
Isaiah 23:12Didûd é vézô kéar, hag hé dôriou a vézô diskaret.
Ezekiel 27:6Gan̄d derô Basan hô deûz gréat da roén̄viou; da dôstou hô deûz gréat gan̄d olifan̄d ann in̄dez, ha da gamprou gan̄t koat énézi ann Itali.
Daniel 11:28Hag hén̄ a zistrôi d’hé vrô gan̄t madou brâz: hé galoun a zavô a-éneb ar gévrédigez zan̄tel; ével-sé é rai, hag é tistrôi d’hé vrô.