Levr Daniel 2:9
Ma na rôit két éta da anaout d’in va huvré, n’em eûz némed eur ménoz diwar hô penn; eunn displég gaou ha leûn a doullérez hô pijé rôet, évit rei eur gér-bennâg d’in, kén na vijé tréménet kalz a amzer. Livirid éta va huvré d’in, évit ma wézinn pénaoz é vézô gwîr ivé ann displég a rôot.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 12:19Muzel ar wirionez a vézô stard da-vikenn; hôgen ann tést téar a aoz eunnn téôd a c’hevier.
Ezekiel 13:17Ha té, mâb dén, laka da zremm a-énep merc’hed da bobl, péré a ziougan eûz hô c’haloun hô-unan; ha diougan diwar hô fenn,
Daniel 2:16Daniel a iéaz da gavout ar roué, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ amzer évit ma rôjé displég d’ézhan̄.
Daniel 3:15Bréma éta mar d-oc’h daré, er préd ma klévot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolit d’ann douar, hag azeûlit ar skeûden em eûz gréat: ha ma na azeûlit két, enn hévélep préd é viot taolet er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô; ha piou eo ann Doué hô tennô eûz va daouarn?