Levr Daniel 2
1Enn eil vloaz eûz a rén Nabukodonosor, en doé Nabukodonosor eunn huvré, hag hé spéred a oé spoun̄tet-brâz, hag é an̄kounac’héaz hé huvré.
2Hôgen ar roué a gémennaz ma vijé strollet ann diouganérien, hag ann dud-fûr, hag ar strobinellérien, hag ar C’haldéed, évit ma rôjen̄t da anaout d’ar roué hé huvré; pa oen̄t deûet, é choumchon̄t enn hô zâ dirâg ar roué.
3Hag ar roué a lavaraz d’ézhô: Eunn huvré em eûz bét; ha strafiḻet em spéred na ouzoun mui pétrâ em eûz gwélet.
4Hag ar C’haldéed a lavaraz d’ar roué é Siriaek: O roué, bév da-vikenn; lavar da huvré d’as servichérien, ha nî hé displégô did.
5Hag ar roué a lavaraz d’ar C’haldéed: Ead eo eûz va én̄vor; ma na rôit da anaout d’in va huvré, hag ann displég anézhi, é viot dispennet, hag hô tiez a vézô embannet.
6Hôgen ma rôit da anaout d’in va huvré hag ann displég anézhi, kalz gôbrou, ha rôou, hag énoriou hô pézô digan-én̄.
7Hag hî a respoun̄taz évid ann eil wéach, hag a lavaraz: Ra lavarô ar roué hé huvré d’hé zervicherien, ha nî hé displégô d’ézhan̄.
8Hag ar roué a respoun̄taz hag a lavaraz: Mé a oar ervâd pénaoz é fell d’é-hoc’h dalé, ô véza ma ouzoc’h pénaoz eo éat va huvré eûz va én̄vor.
9Ma na rôit két éta da anaout d’in va huvré, n’em eûz némed eur ménoz diwar hô penn; eunn displég gaou ha leûn a doullérez hô pijé rôet, évit rei eur gér-bennâg d’in, kén na vijé tréménet kalz a amzer. Livirid éta va huvré d’in, évit ma wézinn pénaoz é vézô gwîr ivé ann displég a rôot.
10Hag ar C’haldéed a respoun̄taz dirâg ar roué, hag a lavaraz: N’eûz dén é-béd war ann douar, ô roué, a helfé ôber ar péz a c’houlennez: ha n’eûz roué é-bed, daoust péger braz ha péger galloudek ef-hen̄, en défé goulennet eunn dra enn doaré-zé digan̄d eunn diouganer, pé ennn dén-fûr, pé eur C’haldéad.
11Râg ar péz a glaskez, ô roué, a zô diez-brâz; ha na vézô kavet dén a gémen̄t a hellô hé rei da anaout dirâg ar roué, néméd ann douéed, péré n’hô deûz két a zarempred gan̄d ann dûd.
12Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, enn hé frouden hag enn hé vuanégez vrâz, é c’hourc’hémennaz ma vijé dispennet ann holl ré-fûr eûz a Vabilon.
13Ar varn ô véza bét douget évit laza ar ré-fûr, é klasked ivé Daniel hag hé genvreûdeûr, évid hô laza.
14Neûzé Daniel a en̄klaskaz pétrâ é oa al lézen hag ar varnédigez-zé digan̄d Arioc’h prin̄s armé ar roué, péhini a oa deûet er-méaz évit laza ré-fûr Babilon.
15Goulenni a réaz éta digan̄d ann hini en dôa bét ann urz-zé digan̄d ar roué, pérâg é oa bét douget eur varn ker kriz gan̄d ar roué. Pa en dôé éta Arioc’h hé rôet da anaout da Zaniel,
16Daniel a iéaz da gavout ar roué, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ amzer évit ma rôjé displég d’ézhan̄.
17Hag hén̄ a zeûaz enn hé dî, hag a rôaz da anaout ar géfridi da Ananias, Misael hag Azarias hé genvreûdeûr:
18Évit ma c’houlenchen̄t trugarez Doué ann én̄v enn darvoud-zé, ha na vijé két dispennet Daniel hag hé genvreûdeûr gan̄d ar ré-fûr all eûz a Vabilon.
19Neûzé ann dra-guzet-zé a oé disklériet da Zaniel a-zoug ann nôz; ha Daniel a vennigaz Doue ann én̄v.
20Hag a lavaraz: Benniget ra vézô hanô ann Aotrou a gan̄tved é kan̄tved; râg ar furnez hag ann ners a zô d’ézhan̄.
21Hén̄ eo a névéz ann amzériou hag ar gan̄tvédou; a zizoug hag a zâv ar rouan̄télésiou; a rô ar furnez d’ar ré fûr, hag ar wiziégez d’ar ré a boell ar c’hélen.
22Hén̄ eo a ziskouéz ann traou ar ré zouna hag ar ré gûzéta, hag a anavez ar péz a zô enn amc’houlou; ha gan̄t-han̄ éma ar goulou.
23Da anaout ha da veûli a rann, ô Doué hon tadou, ô véza ma éc’h eûz rôet d’in ar furnez hag ann ners: ha ma éc’h eûz diskouézet d’in ar péz a c’houlennemp, ar pez a c’hoan̄téé ar roué digan-é-omp.
24Goudé-zé éz éaz Daniel da gavoud Arioc’h, a ioa bét lékéat gan̄t ar roué évid dispenna ré fûr Babilon; hag é lavaraz ével-henn d’ézhan̄: Na zispenn két tûd fûr Babilon; kâs ac’hanoun dirâg ar roué, ha mé a rôi ann displég d’ézhan̄.
25Neûzé Arioc’h râk-tâl a gasaz Daniel étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Kavet em eûz eunn dén eûz a zizougadur Juda, a rôi ann displég d’ar roué.
26Ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz da Zaniel, a oa leshanvet Baltasar: Ha té a venn d’id é helfez rei da anaout d’in ann huvré em eûz bét, hag ann displég anézhi?
27Ha Daniel a respoun̄taz d’ar roué, hag a lavaraz: Ar ré fûr, ar majed, ann diouganérien, hag ar strobinellérien na hellon̄t két rei da anaout d’ar roué ar mister a c’houlenn.
28Hôgen enn én̄v éz eûz eunn Doué hag a ziskuḻ ar mistériou, péhini en deûz rôet da anaout d’id, ô roué Nabukodonosor, ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzériou divéza. Chétu da huvré ha gwélédigésiou da benn enn da wélé.
29Té a venné, ô roué, enn da wélé pétrâ a dlié da c’hoarvézout goudé-henn; hag ann hini a ziskuḻ ar misteriou en deûz disklériet d’id ar péz a c’hoarvézô.
30D’in ivé eo bét disklériet ar mister-zé, nann dré eur furnez a vé enn-oun dreist ar ré véô all; hôgen évit ma vijé rôet d’ar roué ann displég eûz hé huvré, ha ma wézché ménosiou hé spéred.
31Té, ô roué, a zellé, ha chétu ével eur skeûden vrâz; ar skeûden vrâz-zé hag uc’hel-meûrbéd a oa enn hé sâ dira-z-od, hag ar sell anézhi a oa heûzuz.
32Penn ar skeûden-zé a ioa a aour ar gwella, hé brennid hag hé divrec’h a arc’han̄t, hé c’hôv hag hé divorzed a arem:
33Hé divesker a houarn, hag hé zreid lôd a houarn, ha lôd a brî.
34Té éta a zelle, pa en em zistagaz eur méan eûz ar ménez, hép dourn é-béd; hag hén̄ a stokaz out treid houarn ha prî ar skeûden, hag hô brévaz.
35Neûzé ann houarn, ar prî, ann arem, ann arc’han̄t hag ann aour a oé bruzunet kévret, hag a zeûaz ével ar plouz a zô kaset diwar al leûr enn han̄v gan̄d ann avel; ha na oé két kavet hô léac’h; hôgen ar méan en dôa skôet gan̄d ar skeûden, a zeûaz da eur ménez brâz, hag a leûniaz ann douar holl.
36Chétu da huvré; rei a raimp ivé ann displég anézhi dira-z-od, ô roué.
37Té eo roué ar rouéed; ha Doué ann én̄v en deûz rôet d’id ar rouan̄télez, hag ann ners, hag ar véli, hag ar c’hloar,
38Hag ann holl lec’hiou é péré é choum bugalé ann dûd, ha loéned ar mesiou; lékéat en deûz ivé dindân da zourn evned ann én̄v, ha pép-trâ en deûz lékéat da bléga dindân da véli; té eo éta ar penn aour.
39Ha da c’houdé é savô eur rouan̄télez all distéroc’h égéd da hini, a vézô a arc’han̄t; hag eunn drédé rouan̄télez all, a vézô a arem, hag a aotrouniô war ann douar holl.
40Hag ar bévaré rouan̄télez a vézô ével ann houarn; ével ma vrév ha ma drec’h pép-trâ ann houarn, ével-sé hou-man̄ a vrévo, hag a lakai da bléga pép-trâ.
41Hôgen ô véza ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann treid ha biziad ann treid a oa, lôd a brî, ha lôd a houarn; ar rouan̄télez-zé a vézô rannet; ha pétrâ-bennâg ma vézô savet a houarn, é vézô kemmesket koulskoudé gan̄t prî ha gan̄d douar, ével ma éc’h eûz gwélet.
42Hag ével ma oa biziad ann treid lôd a houarn, ha lôd a brî; ar rouan̄télez a vézô ivé lôd stard, ha lôd all bresk.
43Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ann houarn a zô bét kemmesket gan̄d ar prî ha gan̄d ann douar, hî en em gemmeskô ivé gan̄t gwenn ann dûd; hôgen na vézin̄t két unvanet étré-z-hô, ével na hell két ann houarn en em unvani gan̄d ar prî.
44Hôgen é deisiou ar rouan̄télésiou-zé, Doué ann én̄v a zavô eur rouan̄télez ha na vézô bikenn kaset-da-gét, eur rouan̄télez ha na vézô bikenn rôet da eur bobl all; hôgen hî a ziskarô hag a vrévô ann holl rouan̄télésiou all, hag a badô da-vikenn.
45Hag ével ma éc’h eûz gwélet pénaoz ar méan a zô en em zistaget eûz ar ménez, hép dourn é-béd, en deûz brévet ar prî, hag ann houarn, hag ann arem, hag ann arc’han̄t, hag ann aour, ann Doué brâz en deûz diskouézet d’ar roué ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t; ével-sé ann huvré a zô gwîr, ha gwirion hé displég.
46Neûzé ar roué Nabukodonosor en em daolaz war hé c’hénou d’ann douar, hag a azeûlaz Daniel; hag é c’hourc’hémennaz é vijé kenniget d’ézhan̄ é sakrifiz hostivou hag ésan̄s.
47Hag ar roué a gomzaz oud Daniel, hag a lavaraz d’ézhan̄: Évit-gwir hô Toué eo Doué ann doueed, hag Aotrou ar rouéed, ha disklérier ar misteriou, pa éc’h eûz gellet rei da anaout ann dra guzet-zé.
48Neûzé ar roué a zavaz meûrbéd Daniel, hag a rôaz d’ézhan̄ rôou brâz ha kaer-meûrbéd; hag hén̄ hel lékéaz da brin̄s war holl brovin̄sou Babilon, ha da benn war holl dûd fûr Babilon.
49Neûzé Daniel a bédaz ar roué, hag hen̄ a rôaz da Zidrac’h, da Visac’h ha da Abdénago ar véli war géfridiou provin̄s Babilon; hôgen Daniel a ioa bépréd out pors ar roué. ———— III. PENNAD Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a zinac’h azeûli skeûden ar roué.