Levr Daniel 3:24
Hag hî a valéé é-kreiz ar flammou, ô veûli Doué, hag ô venniga ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 3:2Neûzé ar roué Nabukodonosor a gasaz évit strolla ar brin̄sed, ar pennou-brô, ar varnérien, ann duged, ar pennou-armé, ar vleñérien hag holl brin̄sed ar provin̄sou, évit ma en em gavchen̄t kévret da wéstlérez ar skeûden en dôa savet ar roué Nabukodonosor.
Daniel 3:17Rak chétu hon Doué, ann hini a géélomp, a hell hon tenna eûz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, hag hon tenna eûz da zaouarn, ô roué.
Daniel 4:27Hag ar roué a gomzaz hag a lavaraz: Ha né két houn-nez ar Vabilon vraz-zé, am eûz savet da benn-kéar d’am rouan̄télez, é ners va galloud, é gloar va skéd?
Daniel 5:18O roué, Doué ann Uc’hel-brâz a rôaz da Nabukodonosor da dâd ar rouan̄télez, ar meûrded, ar c’hloar, hag ann énor.
Daniel 6:22Va Doué en deûz kaset hé éal, péhini en deûz serret géol al léoned, ha n’hô deûz két gréat a c’haou ouz-in; ô véza ma ounn bét kavet gwirion diraz-han̄; ha n’em eûz gréat gwall é-béd dira-z-od, ô roué.