Levr Daniel 4:34
Bréma éta, mé Nabukodonosor, a veûl, a c’horré, hag a énor roué ann én̄v; ô véza ma eo gwirion hé holl ôberiou, ma eo reiz hé hen̄chou, ha ma hell da vuéla ar ré a gerz er balc’hder. ———— V. PENNAD Baltassar a wél eunn dourn a skriv war ar vôger.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 29:10Hag hén a vennigaz ann Aotrou dirâg ann holl bobl-zé, hag a lavaraz: Benniget oud, Aotrou, Doué Israel, hon tâd a vikenn da vikenn.
Job 1:21Hag é lavaraz: Noaz ounn deûet eûz a gôv va mamm, ha noaz é tistrôinn dî; ann Aotrou en dôa rôet, ann Aotrou en deûz tennet; ével ma eo plijet gan̄d ann Aotrou, eo bét c’hoarvézet; ra vézô benniget hanô ann Aotrou.
Psalms 9:2En em laouénaad a rinn hag é tridinn enn-od; kana a rinn d’as hanô, ô Uc’hel-meûrbéd.
Psalms 50:14Kennig da Zoué eur sakrifiz a veûleûdi; ha rô da wéstlou d’ann Uc’héla.
Psalms 90:1Aotrou, té a zô bét da vénéc’hi d’é-omp a gan̄tvéd é kan̄tved.