Levr Daniel 5:13
Daniel a oé éta digaset dirâg ar roué, hag ar roué a gomzaz out-han̄, ô lavarout: Ha té eo Daniel, unan eûz a sklaved Juda, en deûz digaset ar roué va zâd eûz ar Judéa?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:16Neûzé bugale Israel, ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all eûz ar bobl péré a oa distrôet eûz ann dizougadur, a réaz sakrérez tî Doué gan̄t lévenez.
Ezra 10:7Hag embannet é oé é Juda hag é Jéruzalem, ma en em stroljé é Jéruzalem holl vipien ann dizougadur:
Daniel 1:6Hôgen enn hô zouez en em gavaz eûz a vipien Juda, Daniel, Ananias, Misael, hag Azarias.
Daniel 2:25Neûzé Arioc’h râk-tâl a gasaz Daniel étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Kavet em eûz eunn dén eûz a zizougadur Juda, a rôi ann displég d’ar roué.
Daniel 5:2Hôgen hén̄ leûn a wîn, a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset dî al listri aour hag arc’han̄t, en dôa dizouget Nabukodonosor, hé dâd, eûz ann templ a oa é Jéruzalem, évit ma évché enn-hô ar roué, hag hé brin̄sed, hag hé c’hragez, hag hé zerc’hed.
Daniel 5:18O roué, Doué ann Uc’hel-brâz a rôaz da Nabukodonosor da dâd ar rouan̄télez, ar meûrded, ar c’hloar, hag ann énor.