The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 5

1Ar roué Baltassar a réaz eur banvez brâz da vil eûz hé brin̄sed; ha pép-hini a évé hervez hé oad.

2Hôgen hén̄ leûn a wîn, a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset dî al listri aour hag arc’han̄t, en dôa dizouget Nabukodonosor, hé dâd, eûz ann templ a oa é Jéruzalem, évit ma évché enn-hô ar roué, hag hé brin̄sed, hag hé c’hragez, hag hé zerc’hed.

3Neûzé é oé disgaset al listri aour hag arc’han̄t a ioa bét dizouget eûz ann templ a ioa é Jéruzalem, hag ar roué a évaz enn-hô, hén̄, hé brin̄sed, hé c’hragez hag hé zerc’hed.

4Hî a évé gwîn, hag a veûlé hô douéed aour, hag arc’han̄t, arem, houarn, koat ha méan.

5Enn hévéleb heûr é oé gwélet biziad, hag é doaré dourn eunn dén a skrivé é-tâl eur c’han̄toler war vôger palez ar roué; hag ar roué a wélé mellou ann dourn a skrivé.

6Neûzé dremm ar roué a oé névézet, hag hé vénosiou a strafiḻaz anézhan̄; ha frammou hé zigroazel en em loskaaz, hag hé zaoulin a stokaz ann eil oud égilé.

7Hag ar roué a réaz eur garm brâz, hag a zigémennaz ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien. Hag ar roué a gomzaz, hag a lavaraz da ré fûr Babilon: Piou-bennâg a lennô ar skrîd-zé, hag a ziskleriô d’in ann displég anézhan̄, a vézô gwiskét gan̄t limestra, en dévézô eur gelc’hen aour oud hé c’houzoug, hag a vézô ann trédé eûz va rouan̄télez.

8Neûzé ré fûr ar roué ô véza deûet, na helchon̄t két lenna ar skrîd, na rei d’ar roué ann displég anézhan̄.

9Kémen̄t-sé a strafiḻaz c’hoaz mui-oc’h-vui ar roué Baltassar, hag hé zremm a névézaz; hag hé brin̄sed a oé reûstlet-brâz.

10Hôgen ar rouanez, enn abek d’ar péz a oa c’hoarvézet gan̄d ar roué, ha gan̄d hé brin̄sed, a iéaz é tî ar banvez, hag a lavaraz d’ar roué: O roué, bév da vikenn; na véz két strafiḻet gan̄d da vénosiou, ha na vézet két névézet da zremm.

11Béz’ éz eûz eunn dén enn da rouan̄télez, hag a zô spéred ann douéed san̄tel enn-han̄; hag é péhini eo bét kavet é deisiou da dâd ar wiziégez, hag ar furnez: ha dré-zé da dâd, ar roué Nabukodonosor a lékéaz anézhan̄ da benn war ar ré fûr, ann diouganérien, ar C’haldéed, hag ar strôbinellerien; da dâd, émé-vé, ô roué.

12O véza ma eo bét kavet é Daniel, les-hanvet Baltassar gan̄d ar roué, muioc’h a spéred, a boell, a wiziégez é-kén̄ver displég ann huvréou, disklériadur ann traou kuzet, direûstladur ann traou displann; ra vézo éta bréma galvet Daniel, hag hén̄ a rôi ann displég.

13Daniel a oé éta digaset dirâg ar roué, hag ar roué a gomzaz out-han̄, ô lavarout: Ha té eo Daniel, unan eûz a sklaved Juda, en deûz digaset ar roué va zâd eûz ar Judéa?

14Klévet em eûz diwar da benn, pénaoz ez pôa spéred ann douéed; ha pénaoz eo en em gavet enn-od muioc’h a wiziégez, a boell, hag a furnez.

15Bréma em eûz lékéat da zon̄t dira-z-oun ar ré fûr, hag ann diouganérien, évit ma lennchen̄t ar skrîd-zé, ha ma rôjen̄t d’in ann displég anézhan̄; hag hî n’ho deûz két gellet hé zispléga d’in.

16Hôgen té, klévet em eûz diwar da benn, pénaoz é hellez diskléria ann traou kuzéta, ha direûstla ann traou displanna. Mar gellez éta lenna ar skrîd-zé, ha rei din ann displég anézhan̄, é vézi gwiskét gan̄t limestra, ez pézô eur gelc’hen aour oud da c’houzoug, hag é vézi ann trédé eûz a brin̄sed va rouan̄télez.

17Ha Daniel a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué: Ra choumô da rôou gan-éz, ha rô énoriou da dî da eunn all; lenna a rinn ar skrîd-zé d’id, ô roué, hag é rôinn d’id ann displég anézhan̄.

18O roué, Doué ann Uc’hel-brâz a rôaz da Nabukodonosor da dâd ar rouan̄télez, ar meûrded, ar c’hloar, hag ann énor.

19Hag enn abek d’ar meûrded en dôa rôet Doué d’ézhan̄, ann holl boblou, hag ann holl vreûriézou a béb iéz a gréné hag a spoun̄té dira-z-han̄. Néb a garé a lazé; néb a garé a skôé; néb a garé a zavé; ha néb a garé a vuéléé.

20Hôgen goudé ma eo bét savet hé galoun, ha ma eo bét startéet hé spéred er balc’hder, eo bét diskaret eûz hé drôn, ha tennet hé c’hloar digan̄t-han̄:

21

22Distaolet eo bét eûz a douez ann dûd; hé galoun a zô deûet ével hini al loéned; gan̄d ann azéned c’houéz eo bét choumet; foenn a zébré ével eunn éjenn, hag hé gorf a zô bét glépiet gan̄d ar glîz, ken n’en deûz anavézet pénaoz ann Uc’hel-brâz en deûz ar véli war rouan̄télésiou ann dûd; ha ma zâv war-n-ézhô néb a gâr. 22 Hôgen té, Baltassar, hé vâb, n’éc’h eûz két vuéléet da galoun, pétrâ-bennâg ma wiez kémen̄t-sé:

23Hôgen a-éneb Aotrou ann en̄v oud en em zavet; hag éc’h eûz lékéat da zigas dira-z-od listri hé dî; ha té, ha da brin̄sed, ha da c’hragez, ha da zerc’hed, hoc’h eûz évet gwîn enn-hô; meûlet éc’h eûz ivé douéed arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha koat, ha méan, péré na wélon̄t, na glévon̄t, ha na verzon̄t; hôgen n’éc’h eûz két énoret ann Doué en deûz da halan, ha da holl hen̄chou enn hé zourn.

24Râk-sé eo en deûz kaset ann dourn, en deûz roudennet ar skrîd-zé.

25Chétu pétrâ a zô roudennet ha skrivet: Mané, Tésel, Fares.

26Ha chétu ann displég eûz a gémen̄t-sé: Mané, Doué en deûz nivéret da rén, hag en deûz hé beûr-c’hréat.

27Tésel, poézet oud bét enn eur valan̄s; hag oud bét kavet ré skan̄v.

28Fares, da rouan̄télez a zô bét rannet, hag eo bét rôet d’ar Védied ha d’ar Bersied.

29Neûzé é c’hourc’hémennaz ar roué ma vijé gwisket Daniel gan̄t limestra, ha ma vijé lékéat eur chaden aour oud hé c’houzoug; hag é oé embannet pénaoz é vijé-hén̄ ann trédé é galloud er rouan̄télez.

30Enn hévélep nôzvez é oé lazet Baltassar, roué ar C’haldéed.

31Ha Darius ar Médiad a oé da roué enn hé léac’h, d’ann oad eûz a zaou vloaz ha tri-ugen̄t. ———— VI. PENNAD Taolet eo Daniel é poull al léoned.

← Levr Daniel 4Read In The App, Free →Levr Daniel 6 →

Study Levr Daniel 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112