Levr Daniel 5:23
Hôgen a-éneb Aotrou ann en̄v oud en em zavet; hag éc’h eûz lékéat da zigas dira-z-od listri hé dî; ha té, ha da brin̄sed, ha da c’hragez, ha da zerc’hed, hoc’h eûz évet gwîn enn-hô; meûlet éc’h eûz ivé douéed arc’han̄t, hag aour, hag arem, hag houarn, ha koat, ha méan, péré na wélon̄t, na glévon̄t, ha na verzon̄t; hôgen n’éc’h eûz két énoret ann Doué en deûz da halan, ha da holl hen̄chou enn hé zourn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Râk-sé eo en deûz kaset ann dourn, en deûz roudennet ar skrîd-zé.
Cross References
Judges 16:23Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.
1 Samuel 17:26Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
Job 31:4Ha na zell két Doué out va hen̄chou, ha na niver-hén̄ két va holl gamméjou?
Psalms 104:29Hôgen mar tistrôez da zaoulagad diout-hô, é vézin̄t reûstlet; ar c’houéz a lami diout-hô, hag é fatin̄t, hag é tistrôin̄t d’hô foultr.