Levr Daniel 6:16
Neûzé dré urs ar roué é oé digaset Daniel, hag é oé taolet é poull al léoned. Hag ar roué a lavaraz da Zaniel: Da Zoué, péhini a géélez bépréd, hén̄ az dieûbô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 3:39Hôgen mé a zô c’hoaz gwân, ha roué éôliet hép-kén. Hag ann dûd-man̄, mipien Sarvia, a zô ré galet évid-oun. Ra zistolô ann Aotrou da néb a rai droug, diouc’h hé zrougiez. ———— IV. PENNAD. Isboset a zô lazet.
Psalms 37:39Hôgen silvidigez ann dûd reiz a zeû eûz ann Aotrou; hag hén̄ eo hô difenner é amzer ann en̄krez.
Isaiah 43:2Mé a iélô enn da raok; tûd rôk ann douar a vuélinn; ar persier arem a dorrinn, hag ar sparsou houarn a vrévinn.
Jeremiah 38:5Pa na fell két d’id don̄t gan-én̄, choum é tî Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, da béhini en deûz roué Babilon rôet ar galloud war gériou Juda; choum éta gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl; pé kéa el léac’h ma kiri. Penn ann armé a rôaz ivé d’ézhan̄ boéd ha rôou, hag hé laoskaz da von̄t.
Jeremiah 39:17Hag hî a iéaz, hag a arzaôaz eunn nébeûd é C’hamaam, a zô tôst da Vétléhem, abarz ma en em lakajen̄t enn hen̄t évid mon̄d enn Éjipt,