The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 6

1Mâd é kavas Darius lakaad war hé rouan̄télez c’houéac’h-ugen̄t penn-brô, évid ar rouan̄télez holl.

2Hag hen̄ a lékéaz tri frin̄s war-n-ézhô, a béré Daniel a oa unan, évit ma talchché koun̄t ar pennou-brô d’ar ré-man̄, ha ma vijé ar roué dibréder.

3Hogen Daniel en dôa mui a c’halloud égéd ann holl brin̄sed hag ar pennou-brô, ô véza ma oa mui a spéred Doué enn-han̄.

4Hag ar roué a venné hé lakaad war ar rouan̄télez holl; hag évit-sé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a glaské ann drô d’hé damallout é kéfridiou ar roué; hôgen na helchon̄t kavout abég é-béd a damall, ô véza ma oa féal, ha na gaved enn-han̄ tamall é-béd a wall.

5Ann dûd-zé éta a lavaraz: Na gavimp abeg é-béd a damall enn Daniel-zé, némét martézé é lézen hé Zoué.

6Neûzé ar brin̄sed hag ar pennou-brô a douellaz ar roué, hag a gomzaz out-han̄ ével-henn: Roué Darius, bév da-vikenn.

7Holl brin̄sed da rouan̄télez, ar vlénérien, ar pennou-brô, ann hénaoured hag ar varnérien a gréd pénaoz é vé mâd d’ar roué rei eul lézen hag eur gourc’hémenn, pénaoz kémen̄d dén a-zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg pé oud eunn doué pé oud eunn dén all néméd ouz-id, ô roué, a vézo taolet é poull al léoned.

8Starta éta bréma, ô roué, ar c’huzul-zé, ha skrîv ar gourc’hémenn; évit na vézô két kemmet al lézen a vézô bét rôet gan̄d ar Védied hag ar brin̄sed, ha na hellô dén hé zerri.

9Ar roué Darius a startaaz éta al lézen hag ar gourc’hémenn-zé.

10Pa glévaz Daniel pénaoz é oa bét douget al lézen-zé, éz éaz enn hé dî; hag ô tigéri prénestrou hé gampr war-zû Jéruzalem, é plégé hé zaoulin teir gwéach bemdez, hag éc’h azeûlé, hag e veûlé hé Zoué ével ma réa ken̄t.

11Ann dûd-zé éta péré a spié anézhan̄ gan̄d aket, a gavaz Daniel ô pédi hag oc’h azeûli hé Zoué.

12Hag hî a dôstaaz hag a gomzaz oud ar roué diwar-benn ar gourc’hémenn: O roué, ha n’éc’h eûs-té két kémennet pénaoz kémen̄d dén a zoug trégon̄t dervez a rai eur goulenn-bennâg oud douéed pé oud tûd all, néméd ouz-id, ô roué, a vézô taolet é poull al léoned? Hag ar roué a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô: Gwîr eo, hag eul lézen eo eûz ar Védied hag eûz ar Bersied, ha na hell dén hé zerri.

13Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué: Daniel unan eûz a vipien sklavérez Juda, n’en deûz doujan̄s é-béd évid da lézen, nag évid ar gourc’hémenn éc’h eûz gréat; hôgen teir gwéach enn deiz é péd hag éc’h azeûl hé Zoué.

14Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé é oé glac’haret meûrbéd, hag é kéméraz enn hé galoun ann dézô da zieûbi Daniel; ha bété kûs-héol é klaskaz ann doaré d’hé zien̄krézi.

15Hôgen ann dûd-zé péré a wélé ménoz ar roué, a lavaraz d’ézhan̄: Gwéz, ô roué, pénaoz lézen ar Bersied hag ar Védied eo, na hell dén terri ar gourc’hémenn gréat gan̄d ar roué.

16Neûzé dré urs ar roué é oé digaset Daniel, hag é oé taolet é poull al léoned. Hag ar roué a lavaraz da Zaniel: Da Zoué, péhini a géélez bépréd, hén̄ az dieûbô.

17Digaset é oé eur méan, hag é oé lékéat war c’hénou ar poull: hag ar roué hé ziellaz gan̄d hé ziel hé-unan, ha gan̄t siel hé brin̄sed, gan̄d aoun na vé gréat eunn dra-bennâg a-énep Daniel.

18Hag ar roué a zistrôaz d’hé dî, hag a iéaz d’hé wélé hép koania: na oé két lékéat a voéd dira-z-han̄; hag ar c’housked zô-kén a belléaz diout-han̄.

19Ar roué a zavaz da darz-ann-deiz, hag a iéaz buhan da boull al léoned.

20Ha pa oa tôst d’ar poull, é c’halvaz Daniel gan̄d eur vouéz keinvanuz, hag é lavaraz d’ézhan̄: Daniel, servicher ann Doué béô, da Zoué, péhini a zervichez bépréd, hag hén̄ en deûz gellet da zieûbi eûz al léoned?

21Ha Daniel a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué: O roué, bév da-vikenn:

22Va Doué en deûz kaset hé éal, péhini en deûz serret géol al léoned, ha n’hô deûz két gréat a c’haou ouz-in; ô véza ma ounn bét kavet gwirion diraz-han̄; ha n’em eûz gréat gwall é-béd dira-z-od, ô roué.

23Neûzé ar roué a oé laouénéet-brâz; hag é kémennaz ma vijé tennet Daniel eûz ar poull; ha Daniel a oé tennet eûz ar poull, ha na oé kavet gouli é-béd enn-han̄, ô véza m’en dôa krédet enn hé Zoué.

24Hag ar roué a chourc’hémennaz ma vijé digaset ann dûd hô dôa tamallet Daniel; hag hî a oé taolet é poull al léoned, hî, hag hô mipien, hag hô gragez; ha na oan̄t két éat bété gwéled ar poull, ma krogaz al loéned enn-hô, ha ma vrévchon̄t hô holl eskern.

25Neûzé ar roué Darius a skrivaz d’ann holl boblou, ha d’ann holl vrôadou, eûz a béb iez, enn douar holl: Ra greskô ar péoc’h gan-é-hoc’h.

26Eur gourc’hémenn a rann pénaoz em holl zalc’h hag em rouan̄télez é krénô hag é toujô pép-hini râk Doué Daniel. Râg hén̄ eo ann Doué béô, ha peûr-baduz er c’han̄tvédou; hag hé rouan̄télez na vézô két bévézet, hag hé c’halloud a badô da-vikenn.

27Hén̄ eo ann dieûber hag ar Salver, a râ arwésiou ha burzudou enn én̄v ha war ann douar; en deûz dieûbet Daniel eûz a boull al léoned.

28Hôgen Daniel en em gen̄dalc’haz é karg bété rén Darius, ha rén Sirus ar Persiad. ———— VII. PENNAD Gwélédigez ar pévar loen.

← Levr Daniel 5Read In The App, Free →Levr Daniel 7 →

Study Levr Daniel 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112