Levr Daniel 6:27
Hén̄ eo ann dieûber hag ar Salver, a râ arwésiou ha burzudou enn én̄v ha war ann douar; en deûz dieûbet Daniel eûz a boull al léoned.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 17:26Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
Psalms 18:48Hag é savi ac’hanoun dreist ar ré a énéb ouz-in, eûz ann dén drouk é tieûbi ac’hanoun.
Psalms 32:7Té eo va ménéc’hi enn an̄ken a zao enn-drô d’in; ô va lévénez, tenn ac’hanoun eûz a greiz ar ré a zô war va zrô.
Psalms 97:10C’houi péré a gâr ann Aotrou, kasait ann drouk; ann Aotrou a vir énéou hé zen̄t; hô zenna a rai eûz a zourn ar péc’her.
Jeremiah 10:10Distrôet in̄t da fallagriézou ken̄t hô zadou, péré né két bét fellet d’ézhô sélaoui va gériou. Ar ré-man̄ ivé a zô éat war-lerc’h douéed a-ziavéaz, hag hô deûz hô azeûlet; tî Israel ha tî Juda hô deûz torret ar gévrédigez em bôa gréat gan̄d hô zadou.
Daniel 2:44Hôgen é deisiou ar rouan̄télésiou-zé, Doué ann én̄v a zavô eur rouan̄télez ha na vézô bikenn kaset-da-gét, eur rouan̄télez ha na vézô bikenn rôet da eur bobl all; hôgen hî a ziskarô hag a vrévô ann holl rouan̄télésiou all, hag a badô da-vikenn.