Levr Daniel 7:1
Er bloaz ken̄ta eûz a Valtassar, roué Babilon, Daniel en doé eunn huvré; ha gwélédigez hé benn a zeûaz pa édo enn hé wélé; hag ô véza skrivet hé huvré, é strollaz anézhi é berr gomziou; hag ô striza hé zanével, é lavaraz:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 4:13É heûz gwélédigez ann nôz, pa zeû ann dén da vôrédi kaléta gan̄d ar chousk,
Isaiah 8:1Hag ann Aotrou a lavaraz d’in: Kémer eul levr brâz, ha skrîv enn-han̄ gan̄t lizérennou ann dûd: Kémer buhan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.
Jeremiah 36:4Neûzé ar brin̄sed a lavaraz d’ar roué: Laka da laza ann dén-zé, nî az péd; a-ratoz é teû da wana daouarn ann dûd a vrézel a zô choumet er géar-man̄, ha daouarn ann holl bobl, ô komza out-hô enn doaré-zé. Râg ann dén-zé na glask két eûr-vâd ar bobl-man̄, hôgen hé reûz.
Daniel 1:17Hôgen Doué a rôaz d’ar pévar dén iaouan̄k-zé ar wiziégez hag ar skian̄t é pép levr hag é pép furnez; ha da Zaniel ann disklériadur eûz a bép gwélédigez hag eûz a béb huvré.