The Bible Software
Levr Daniel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Daniel 7

1Er bloaz ken̄ta eûz a Valtassar, roué Babilon, Daniel en doé eunn huvré; ha gwélédigez hé benn a zeûaz pa édo enn hé wélé; hag ô véza skrivet hé huvré, é strollaz anézhi é berr gomziou; hag ô striza hé zanével, é lavaraz:

2Ar wélédigez-zé am boé a-zoug ann nôz; ha chétu ar béder avel eûz ann en̄v a stourmé war ar môr brâz.

3Ha pévar loen brâz dishén̄vel ann eil diouc’h égilé a biñé eûz ar môr.

4Ar c’hen̄ta a oa ével eul léon, hag en dôa diou-askel eunn er: en̄dra ma sellenn, é oé tennet hé ziou-askel diout-han̄; ha goudé, é oé savet diouc’h ann douar, hag hén̄ a choumaz war hé dreid ével eunn dén, hag é oé rôet d’ézhan̄ eur galoun dén.

5Ha chétu eul loen all a zavaz enn hé gichen, hag a oa hén̄vel oud eunn ours: hag hén̄ en dôa teir ren̄kad den̄t enn hé c’heôl; hag hî a lavaré d’ézhan̄: Sâv, ha debr kalz a gîk.

6Goudé-zé é selliz, hag é wéliz eunn all ével eul léonpard, péhini en dôa péder askel war hé gein ével eskel eunn evn. Pévar fenn en dôa al loen-zé, hag ar galloud a oé rôet d’ézhan̄.

7Goudé-zé é sellenn em gwélédigez nôz, ha chétu é wéliz eur pévaré loen, heûzuz, souézuz, ha gwall gré: den̄t brâz houarn en doa; dibri ha dispenna a réa, hag é vac’hé dindân hé dreid ann dilerc’h. Dishen̄vel é oa diouc’h al loéned all em bôa gwélet ken̄t; hag hén̄ en dôa dék korn.

8Mé a zellé oud hé gerniel, ha chétu eur c’horn bihan all a zavaz eûz hô c’hreiz: ha tri eûz hé gerniel gen̄ta a oé diframmet a zira-z-han̄: ha chétu ez oa er c’horn-zé daoulagad ével daoulagad eunn dén, hag eur génou a lavaré traou brâz,

9Mé a arvesté kén na oé lékéat trônou, ha ma azézaz kôziad ann deisiou; hé wiskamant a oa gwenn ével ann erc’h, ha bléô hé benn ével gloan glân: hé drôn flammou tân: hé rôdou tân leskidik.

10Eur ster a dân a darzé a zirâg hé benn: dék kan̄t mil a zerviché anézhan̄, ha dék-kan̄t milion a oa enn hô zâ dira-z-han̄; ar varn a azézaz, hag al levriou a oé digoret.

11Mé a arvesté enn abek d’ann trouz eûz ar gériou brâz a lavaré ar c’horn-zé: ha mé a wélaz pénaoz é oa bét lazet al loen; ha dispennet hé gorf, ha rôet da zévi gan̄d ann tân.

12Mé a wélaz ivé pénaoz ar véli a oa bét lamet digan̄d al loéned all, hag é oa bét rôet ar vuez d’ézhô bétég eunn amzer hag eunn amzer.

13Mé a arvesté em gwélédigez nôz, ha chétu ével Mâb ann dén a zeûe gan̄t koabrennou ann én̄v, hag ez éaz bété kôziad ann deisiou: hag hî a gasaz anézhan̄ dira-z-han̄.

14Hag hén̄ a rôaz d’ézhan̄ ar galloud, ann énor, hag ar rouan̄télez; ma vézô servichet gan̄d ann holl boblou, ar breûriézou, hag ann iézou; hé c’halloud a zô eur galloud peûr-baduz, ha na vézô két lamet diout-han̄; hag hé rouan̄télez na vézô két dispennet.

15Saouzanet é oé va spéred; mé Daniel a oé spoun̄tet gand ann traou-zé, ha gwélédigésiou va fenn a strafiḻaz ac’hanoun.

16Ha mé a dôstaaz oud unan eûz ar ré a ioa enn hô zâ, hag é c’houlenniz digan̄t-han̄ ar wirionez diwar-benn kémen̄t-sé. Hag hén̄ a zeskaz ac’hanoun, hag a rôaz d’in ann displég eûz ann traou-zé:

17Ar pévar loen brâz-zé a zô péder rouan̄télez a zavô eûz ann douar.

18Hôgen sen̄t Doué ann Uc’hel-brâz a zigémérô ar rouan̄télez: hag hî hô dévézô ar rouan̄télez bétég ar c’han̄tved, hag héd kan̄tved ar c’han̄tvédou. 19 Goudé-zé em boé eur c’hoan̄t brâz da c’houzout pétra oa ar pévaré loen péhini a oa dishén̄vel-brâz diouc’h ar ré all holl, ha gwall spoun̄tuz; a houarn é oa hé zen̄t hag hé ivinou; hén̄ a zebré hag a zispenné, hag a vac’hé ann dilerc’h dindân hé dreid:

19

20Ha pétrâ oa hé zék korn, en dôa oud he benn: ha pétrâ oa eunn all a oa savet, ha dirâk péhini é oa kouézet trî c’horn: ha pétrâ oa ar c’horn-zé, péhini en dôa daoulagad, hag eur génou a lavaré traou brâz, hag a oa brasoc’h éged ar ré all.

21Ha mé a arvesté, ha chétu ar c’horn-zé a réa brézel oud ar zen̄t, hag a oa tréac’h d’ézhô.

22Ken na zeûaz kôziad ann deisiou, ha na rôaz ar varn da zen̄t ann Uc’hel-brâz, ha na c’hoarvézaz ann amzer é péhini ar zen̄t hô dôé ar rouan̄télez.

23Hag ével-henn é lavaraz: Ar pévaré loen a vézo eur bévaré rouan̄télez war ann douar, a vézô brasoc’h égéd ar rouan̄télésiou all holl, a loun̄kô ann douar holl, hé vachô, hag hé vrévô.

24Hôgen ann dék korn eûz ar rouan̄télez-zé, eo dék roué; hag eunn all a zavô goudé ar ré-man̄, hag a vézô galloudusoc’h égéd ar ré all ken̄t, hag a vuélai trî roué. 25 Hag hen̄ a zrouk-prézégô oud ann Uc’hel-brâz, hag a vac’hô sen̄t ann Uc’hel-brâz; hag hén̄ a grédo pénaoz é hellô névézi ann amzeriou hag al lézennou; hag hi a vézô lékéat étré hé zaouarn a-héd eunn amzer, hag amzériou, hag ann han̄ter eûz a eunn amzer.

25

26Hag ar varn a azézô; évil ma vézô tennet ar galloud diout-han̄, ma vézô brévet, ha ma vézô dispennet da-vikenn.

27Hôgen ar rouan̄télez, hag ar galloud, hag héd ar rén a zô dindân ann én̄v, a vézô rôet da bobl sen̄t ann Uc’hel-brâz: râg hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz; hag ar rouéed holl a zervichô anézhi, hag a zen̄tô out-hi.

28Énô é oé divez al lavar. Mé Daniel a oé strafiḻet brâz gan̄t va ménosiou, ha va dremm a oé kemmet-brâz: hôgen mé a viraz ar gériou-zé em c’haloun. ———— VIII. PENNAD Gwélédigez eunn tourz hag eur bouc’h.

← Levr Daniel 6Read In The App, Free →Levr Daniel 8 →

Study Levr Daniel 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112