Levr Daniel 7:18
Hôgen sen̄t Doué ann Uc’hel-brâz a zigémérô ar rouan̄télez: hag hî hô dévézô ar rouan̄télez bétég ar c’han̄tved, hag héd kan̄tved ar c’han̄tvédou. 19 Goudé-zé em boé eur c’hoan̄t brâz da c’houzout pétra oa ar pévaré loen péhini a oa dishén̄vel-brâz diouc’h ar ré all holl, ha gwall spoun̄tuz; a houarn é oa hé zen̄t hag hé ivinou; hén̄ a zebré hag a zispenné, hag a vac’hé ann dilerc’h dindân hé dreid:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Ar pévar loen brâz-zé a zô péder rouan̄télez a zavô eûz ann douar.
Cross References
Daniel 7:22Ken na zeûaz kôziad ann deisiou, ha na rôaz ar varn da zen̄t ann Uc’hel-brâz, ha na c’hoarvézaz ann amzer é péhini ar zen̄t hô dôé ar rouan̄télez.
Obadiah 1:17Hôgen war vénez Sion é vézô ar zilvidigez; hag hén̄ a vézô san̄tel: ha tî Jakob a berc’hennô ar ré hô doa hé berc’hennet.