Levr Daniel 7:8
Mé a zellé oud hé gerniel, ha chétu eur c’horn bihan all a zavaz eûz hô c’hreiz: ha tri eûz hé gerniel gen̄ta a oé diframmet a zira-z-han̄: ha chétu ez oa er c’horn-zé daoulagad ével daoulagad eunn dén, hag eur génou a lavaré traou brâz,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Daniel 7:20Ha pétrâ oa hé zék korn, en dôa oud he benn: ha pétrâ oa eunn all a oa savet, ha dirâk péhini é oa kouézet trî c’horn: ha pétrâ oa ar c’horn-zé, péhini en dôa daoulagad, hag eur génou a lavaré traou brâz, hag a oa brasoc’h éged ar ré all.
Daniel 8:23Ha goudé hô rén, pa vézô kresket ar fallagriézou, é savô eur roué balc’h enn hé zremm, hag a glévô al lavariou-kuzet.
2 Thessalonians 2:4Pébini a énébô, hag a zavô dreist kémen̄t a c’halveur Doué, pé a azeûleur: enn hévélep doaré ma azézô é templ Doué, oc’h en em rei hé-unan évid Doué.