Levr Daniel 9:14
Hag ann Aotrou en deûz béliet war hon drouk; hag en deûz hé zigaset war-n-omp. Gwirion eo ann Aotrou, hon Doué, enn holl ôbériou en deûz gréat; ô véza n’hon eûz két sélaouet hé vouéz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:33Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp; râg ar wirionez ec’h eûz gréat; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.
Psalms 111:7Évit ma rôi d’ézhô digwéz ar brôadou: ôberiou hé zaouarn eo gwirionez ha barnédigez.
Jeremiah 4:17Ével diwallerien ar parkou é rain̄t ann drô anézhi; ô véza é deuz va héget, émé ann Aotrou.
Jeremiah 31:28Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed, hag étré daouarn roué Babilon, hag hî hé c’hémérô.
Lamentations 1:5Hé énébourien a zô savet dreist-hi, hé heskinerien a zô deûet da véza pinvidik; ô véza ma en deûz ann Aotrou hé barnet enn-abek d’al lôd brâz eûz hé fallagriézou; hé bugalé a zô bét kaset é sklavérez é-raog ann heskiner. VAV.