Levr Nehemia 9:33
Ha té a zô gwirion é kémen̄t a zô c’hoarvézet gan-é-omp; râg ar wirionez ec’h eûz gréat; hôgen nî n’hon eûz gréat néméd fallagriez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.
Nehemiah 9:8Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.
Job 34:23Râk n’éma mui neûzé é galloud ann dén don̄t é barn dirâk Doué.
Jeremiah 12:1Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in: Kéa, ha prén évid-od eur gouriz lien, ha laka-hén̄ war da zargreiz, ha n’hel likii két enn dour.