Levr Daniel 9:20
Ha pa gomzenn c’hoaz, hag é pédenn, hag é kovéséenn va féc’héjou, ha péc’héjou va fobl a Israel, hag é oann strin̄ket d’ann douar dirâk va Doué oc’h hé bédi évid hé vénez san̄tel:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 10:1Pa bédé Esdras enn doaré-zé, pa len̄vé, pa wélé, pa oa gourvézet dirâk templ Doué, é teûaz eûz a Israel war hé drô eur strollad brâz a oazed, a verc’hed, hag a vugalé; hag ar bobl a wélé dourek.
Psalms 137:5Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, hag em eûz lavaret: Té eo va c’héd, ha va lôd é douar ar ré véô.
Ecclesiastes 7:20Ar furnez a gréva ann dén fûr dreist dék prin̄s eur géar.
Isaiah 56:7Rann da vara gan̄d ann hini en deûz naoun, ha digas enn da dî ar ré baour, hag ar ré zivrôet; pa wéli eur ré enn-noaz, gwisk-hén̄, ha na zispriz két da gîk da-unan.
Isaiah 62:6Ha nî holl a zô deûet ével eunn dén dic’hlan, hag hon holl reizdédou a zô hén̄vel out lien ar misiou; hag ével ann délien omp kouézet holl, hag hor fallagriézou hô deuz hor c’haset gan̄t-hô ével eunn avel.
Daniel 9:3Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.