Levr Daniel 9:3
Neûzé é trôiz va dremm étrézég ann Aotrou, va Doué, évid hé bédi hag hé bédi-stard er iuniou, er sac’h hag el ludu.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 8:21Hag énô war aot ster Abava é embanniz eur iun, évit ma en em c’hlac’harfemp dirâg ann Aotrou hon Doué, ha ma c’houlenfemp digan̄t-han̄ eunn hen̄t éeun évid-omp, hag évid hor mipien, hag évid hon holl drâ. 22 Râk méz em bôa da c’houlenn digan̄d ar roué eur skoazel a varc’heien, évid hon diwallout diouc’h hon énébour enn hen̄t, ô véza m’hor bôa lavaret d’ar roué: Dourn hon Doué a zô war ar ré holl a glask anézhan̄ a galoun vâd; hag hé véli, hag hé c’halloud, hag hé frouden war ar ré holl a zilez anezban̄.
Ezra 10:6Neûzé Esdras a zavaz eûz a zirâk tî Doué, hag a iéaz da gampr Johanan, mâb Éliasib; ha pa oé éat ébars, na zebraz két a vara, ha na évaz két a zour; râg gwéla a réa péc’hed ar ré a oa deûet eûz ar sklavérez.
Nehemiah 9:1Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier; hag hî gôlôet a zouar.
Esther 4:3Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.
Job 42:6Râk-sé en em damallann va-unan, hag é rann pinijen er poultr hag el ludu.
Psalms 69:10Gôlôet em eûz va ené er iûn; ha kémen̄t-sé a zô deûet da zismégan̄s din.