Levr Daniel 9:7
D’id eo ar reiz, ô Aotrou; ha d’é-omp eo mézégez hon dremm, ével ma eo hiriô da dûd Juda, d’ar ré a choum é Jéruzalem, ha da Israel holl, d’ar ré a zô tôst, ha d’ar ré a zô pell, enn holl vrôiou é péré éc’h eûz hô distaolet, enn abek d’ar fallagriézou hô deûz gréat enn da énep.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:33Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret
Ezra 9:6Hag é liviriz: Va Doué, méz em eûz, ha rusia a rann ô sével va daoulagad étrézég enn-oud, ô véza ma eo paottet hor fallagriézou dreist hor penn, ha ma eo savet hor gwallou bétég ann én̄v,
Ezra 9:15Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.
Psalms 44:15Va méz a zô dira-z-oun héd ann deiz: hag ar vézégez a wéleur war va dremm a c’hôlô ac’hanoun,
Psalms 51:14Tenn ac’hanoun eûz ar goâd, ô Doué, Doué va zilvidigez; ha va zéôd a veûlô da reizded.