Levr Ezra 9:15
Aotrou, Doué Israel, té a zô gwirion; pa omb bét dilézet évit béza dieûbet ével ma omb hiriô. Chétu émomp dira-z-oud enn hor gwall; râg goudé kémen̄t-sé n’helleur két sével dira-z-oud. ———— X. PENNAD. Kâs a réeur kuît ar gragez a ziavéaz brô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.
Joshua 22:15Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h;
Nehemiah 9:8Kavet éc’h eûz hé galoun féal dira-z-oud, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, évit rei d’ézhan̄ ha d’hé wenn, brô ar C’hananéed, ann Hétéed, hag ann Amorréed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuséed, hag ar C’hergéséed; nag éc’h eûz sévénet da c’heriou, ô véza ma oud gwirion.
Job 9:2Gouzoud a rann ervad pénaoz eo gwîr kémen̄t-sé, ha pénaoz né két reiz ann dén, ma hen hévélébékéeur oud Doué.
Psalms 130:3Ével glîz Hermon, a ziskenn war vénez Sion. Râg énô eo en deûz ann Aotrou kémennet hé vennoz hag ar vuez da-vikenn. ———— CXXXIII. PSALM. Kanaouen ann dérésiou. 1 Chétu bréma bennigit ann Aotrou, c’houi holl servicherien ann Aotrou; c’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué. 2 A-zoug ann nôsiou savit hô taouarn étrézég ar san̄tuar, ha bennigit ann Aotrou. 3 Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod eûz a Zion, hen̄ péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar. ———— CXXXIV. PSALM. Alléluia. 1 Meûlit hanô ann Aotrou, meûlit ann Aotrou, c’houi hé zervicherien. 2 C’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué. 3 Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo ann Aotrou; kanit hé hanô, râk c’houék eo.
Isaiah 64:6Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.