Adlezenn 13:5
Hôgen penaoz hep-kén é oa éat gan̄t-han̄ enn eur c’hoad évit trouc’ha keûneûd, ha pénaoz pa édô ô trouc’ha, é oa éat ar vouc’hal eûz hé zourn, hag ann houarn ô véza dilammet euz hé droad en deûz skôet gan̄d hé viñoun, hag hé lazet; hén̄ a hellô tec’hi enn unan eûz ar c’heriou-zé, hag é vévô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:13Laka évez na gennigfez da sakrifisou-losk é pép léac’h ma wéli.
Deuteronomy 13:10Évit na vézô két skuḻet ar goâd dinam é-kreiz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué é kers, gan̄d aoun na zeûjez da véza tamalluz a skûḻ goâd.
Deuteronomy 18:20P’az pézô dastumet frouez ar gwéz olived, na zistrôi két évit dastumi ar péz a vézô choumet war ar gwéz; hôgen hô lézet a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez.
Deuteronomy 22:21Ann Aotrou a gasô ivé d’id ar vosen, kén n’en dévézô da vévézet diwar ann douar, é péhini éz éz évit béza hé berc’hen.
Deuteronomy 24:7Hag hén̄ a lakai da gouéza ar mallosiou-zé war da énébourien, ha war ar ré a gasai hag a heskinô ac’hanod.
Joshua 23:8Hag hô lékéat em eûz da von̄t é douar ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan. Ha pa stourmen̄t ouz hoc‘h, mé em eûz hô lékéat étré hô taouarn; hag oc’h deûet da véza perc’hen enn (T) hô douar, goudé béza hô lazet.