Adlezenn 18:20
P’az pézô dastumet frouez ar gwéz olived, na zistrôi két évit dastumi ar péz a vézô choumet war ar gwéz; hôgen hô lézet a rî d’ann diavésiad, d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
Jeremiah 2:8Ar véleien n’hô deûz két lavaret: Péléac’h éma ann Aotrou? Hag ar ré a zalc’h al lézen n’hô deûz két va anavézet; hag ar vésérién hô deuz va gwallet; hag ar broféded hô deûz diouganet é hanô Baal, hag hô deûz heûliet ann idolou.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.