Adlezenn 15:10
Pa vézi éat d’ar brézel a-énep da énébourien, ma en deûz ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, ha pa hô c’hasi da sklaved,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 14:19Pa c’hrounni eur géar pell-amzer, ha pa zavi kréou trô-war-drô, évid hé c’hémérout, na drouc’hi két ar gwéz gan̄t péré é helli en em vaga, ha na wasti két gan̄d ar bouc’hili ar vrô trô-war-drô: râk koat eo, ha né két tûd, ha na helfé két kreski enn da énep ann niver eûz ar vrézélidi.
Deuteronomy 15:4Hag é kasin̄t anézhi enn eunn draoñien c’harô ha meinek, péhini na vézô két bét aret nag hadet biskoaz: hag énô é trouc’hin̄t gouzoug ann ounner.
Deuteronomy 24:19Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn;
Proverbs 11:24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.
Isaiah 32:8Rak deûet eo deiz ven̄jan̄s ann Aotrou, hag ar bloaz a varnédigez évit Sion.