Adlezenn 24:19
Gervel a rann hiriô da dést ann én̄v hag ann douar, pénaoz em eûz lékéat dira-z-oud ar vuez hag ar marô, ar vennoz hag ar valloz. Dilenn éta ar vuez, évit ma vévi, té ha da wenn;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:22Hôgen pa védot édou hô touar, na drouc’hot két anézhô bétég ar zôl; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézo choumet a-zilerc’h; hôgen hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann diavésidi. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Deuteronomy 15:10Pa vézi éat d’ar brézel a-énep da énébourien, ma en deûz ann Aotrou da Zoué hô lékéat étré da zaouarn, ha pa hô c’hasi da sklaved,
Deuteronomy 26:13Hé lékéat en deûz enn eunn douar uc’hel, évit ma tébrô frouez ar parkeier, évit ma sunô mél ar méan hag éôl ar roc’h ar c’haléta;
Job 31:16Ma em eûz dinac’het d’ar béorien ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout; ha ma em eûz lékéat daoulagad ann in̄tan̄vez da c’hortozi:
Psalms 41:1Euruz eo ann dén a laka évez oud ann tavan̄tek hag oud ar paour: er gwall zeiz é vézô tennet a boan gan̄d ann Aotrou.
Proverbs 11:24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.