Adlezenn 16:19
Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel: ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Hag hénaoured ar géar-zé a gémérô ann ozac’h hag a lakai hé skourjéza;
20Mar d-eo gwir ar péz a lavar, ha ma n’eûz két bét kavet a arwésiou a werc’hded er plac’h-iaouan̄k;
Cross References
Leviticus 19:15Na ri nétrâ a-énep gwîr, ha na varni két é-gaou. Na zisprizi két ann dén paour, ha na énori két ann dén galloudek a-énep gwir. Barn da nesa gan̄t léalded.
Deuteronomy 24:17Hôgen mar tistrôez da galoun diout-han, ha ma na fell két d’id hé zélaoui, ha goudé béza bét touellet, ma azeûlez ha mar servichez douéed a-ziavéaz;
Deuteronomy 27:25A houarn hag a arm é vézô hé voutou. Ével ma eo bét, Aser, deisiou da iaouan̄kiz, é vézô ivé da gôzni.
1 Samuel 12:3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.