Adlezenn 16
1Na wéli két éjenn da vreûr, pé hé zan̄vad dian̄k, ha té ô von̄d é biou: hôgen hô digas a rî d’as preûr,
2Ha pa na vé két kâr d’id da vreûr, ha pa na anavéschez két anézhan̄: hô c’has a ri enn da dî, hag é choumin̄t gan-éz, kén na glaskô da vreûr anézhô, ha n’en dévezô bét anézhô.
3Enn hévélep doaré é ri é-kén̄ver hé azen, hag é-kén̄ver hé ziḻad, hag é-kén̄ver kémen̄t trâ en défé kollet da vreûr: ma hé c’havez, n’hé léz két da rédek, ével pa vé da eunn diavésiad.
4Mar gwélez azen da vreûr pé hé éjenn kouezet war ann hen̄t, na zelli két gan̄t faé out-han̄, hôgen hé zével a ri gan̄t-han̄.
5Eur vaouez n’en em wiskô két gan̄t diḻad goâz, hag eur goâz na gémérô két diḻad maouéz; râk néb her grâ a zô argarzuz dirâk Doué.
6O valea dré ann hen̄t, mar kavez eunn neiz laboused, pé enn eur wézen pé war ann douar, hag ar vamm kluchet war hé labousédigou pé war hé viou: na géméri két ar vamm gan̄d hé labousédigou:
7Hôgen hé lézel a ri da von̄t-kuît, p’az pézô kéméret hé labousédigou; évit ma vezô vâd d’id, ha ma vévi pell amzer.
8Pa zavi eunn tî névez, é rî eur vôgerenn-drô d’ann dôen; gan̄d aoun na vé skuḻet ar gôâd enn da dî, ha na véz tamalluz, mar kouéz eur ré d’ann traon̄ diwar-n-ézhan̄.
9Na hadi két hâd all enn da winien; gan̄d aoun na zeûjé ann hâd éc’h eûz hadet hag ar péz a zâv eûz ar winien da véza saotret war-eunn-drô.
10Na ari két gan̄d eunn éjenn hag eunn azen kévret.
11Na wiski két a ziḻad gwéet gan̄t gloan ha lin.
12Gan̄t kerdinigou é rî penn-pilou évit lakaat é pévar c’horn ar van̄tel gan̄t péhini en em c’hôlôez.
13Mar kémer eur ré eur c’hrég, ha mar teû goudé d’hé c’hasaat,
14Hag ô klask abég évid hé c’hâs-kuît, mar rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout: Ar c’hrég-zé em eûz kéméret; hôgen pa ounn éat d’hé c’havout, n’em eûz két hé c’havet gwerc’h:
15Hé zâd hag hé mamm a gémérô anézhî, hag a gasô gan̄t-hô arwésiou hé gwerc’hded da hénaoured kéar a vézô é-tâl ar pors;
16Hag ann tâd a lavarô: Va merc’h em eûz rôet da c’hrég d’ann dén-zé: hôgen ô véza deûet d’hé c’hasaat,
17É rô d’ézhi eur gwall-hanô, ô lavarout: N’em eûz két kavet da verc’h gwerc’h; ha chétu aman̄ koulskoudé arwésiou gwerc’hded va merc’h. Neûzé é tisplégin̄t ann diḻad dirâg hénaoured kéar.
18Hag hénaoured ar géar-zé a gémérô ann ozac’h hag a lakai hé skourjéza;
19Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel: ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
20Mar d-eo gwir ar péz a lavar, ha ma n’eûz két bét kavet a arwésiou a werc’hded er plac’h-iaouan̄k;
21É kasin̄t anézhi er-méaz eûz a zôr ti hé zâd, ha tûd ar géar-zé a labézô anézhi gan̄t mein, hag é varvô, ô véza ma é deûz gréat eur gwall argarzuz é Israel, ô kouéza é gastaouérez é-ti hé zâd: hag é tenni ann droug eûz da greiz.
22Mar kousk eur ré gan̄t grég eunn all, é varvin̄t hô-daou, da lavaroud eo, ann avoultrer hag ann avoultrérez: hag é tenni ann droug eûz a Israel.
23Ma é deûz rôet eur plac’h-iaouan̄k hé gér da véza pried, hag hi gwerc’h, ha mar kav eur ré anézhi é kéar ha ma kousk gan̄t-hî,
24Hô c’hasi hô daou é-tâl pôrs ar géar-zé, hag é vézin̄t labézet gan̄t mein: ar plac’h-iaouan̄k, ô véza n’é deûz két garmet, hag hî é kéar: hag ar goâz, ô véza ma en deûz mézékéet grég hé nésa: hag é tenni ann droug eûz da greiz.
25Hôgen mar kav eur ré enn eur park eur plac’h-iaouan̄k péhini é deûz rôet hé gér da véza pried; mar krôg enn-hî, ha ma kousk gan̄t-hî, na varvô némét-han̄:
26Ar plac’h-iaouan̄k na c’houzan̄vô nétrâ, ha né két dellézeg a varô: râg ével ma sâv eul laer a-éneb hé vreûr, ha ma lam hé vuez digan̄t-han̄; ével-sé ar plac’h-iaouan̄k-zé é deûz gouzan̄vet.
27Hé-unan édo enn eur park: garmet é deûz, ha n’eo deûet dén évid hé dieûbi.
28Mar kav eur ré eur plac’h-iaouan̄k gwerc’h, ha péhini n’é deûz két rôet hé gér da véza pried; mar krôg enn-hî, ha ma kousk gan̄t-hî, ha mar béz diskuliet kémen̄t-sé d’ar varnerien̄;
29Ann hini a zô bét ô kousket gan̄t-hi a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k an̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t; ha da c’hrég en dévézô anézhî, ô véza ma en deûz hé mézékéet: na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
30Na gémérô dén grég hé dâd, ha na zizôlôi két hé mézégez. ———— XXIII. PENNAD. Piou a dlé béza pelléet eûz a strollad ann Aotrou. Glanded. Gwéstlou.