Adlezenn 17:15
Na likii két étré daouarn hé vestr, ar sklâv a zô tec’het étrézég enn-oud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Choum a rai gân-éz el léac’h ma karô, hag éc’h arzaôi enn unan eûz da geriou: na nec’h két anézhan̄.
Cross References
1 Samuel 16:12Hôgen David a oa mâb d’ann dén-zé eûz a Éfrata, a béhini hon eûz komzet ken̄t, eûz a Vétléhem-Juda, hag a oa hanvet Isai, péhini en dôa eiz mâb hag a oa ar c’hôsa é-touez ann dûd é deisiou Saül.
2 Samuel 5:2Pell zô, pa édô Saül da roué war-n-omp, té a gasé hag a zigasé Israel. Hôgen ann Aotrou a lavaraz d’id: Té a vézô pastor va fobl a Israel, ha té a vézô mestr war Israel.
1 Chronicles 22:10Hén̄ eo a zavô eunn tî em hanô; hag hén̄ a vézô da vâb d’in, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄. Ha mé a startai trôn hé rouan̄télez war Israel da vikenn.
Psalms 2:2Rouéed ann douar a zô savet, hag ar brin̄sed a zo en em zastumet kévret a-éneb ann Aotrou, hag a-éneb hé Grist.
Psalms 89:20Kavet em eûz David va zervicher; hag em eûz hé zakret gan̄t va éôl sakr.