The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 17

1Ar spâz, é péhini é vézô bét friket pé trouc’het hé gellou, pé krennet hé biden, n’az ai két é strollad ann Aotrou.

2Ar bastard, da lavaroud eo, ann hini a zô ganet eûz a eur c’hast, n’az ai két é strollad ann Aotrou, bétég ann dékved rumm.

3Ann Ammonited hag ar Voabited na d-ain̄t két é strollad ann Aotrou goudé zô-kén ann dékved rumm; na d-ain̄t bikenn:

4O véza né két fellet d’ézhô mon̄d war hoc’h arbenn gan̄t bara ha dour war ann hen̄t, pa zeûjot er-méaz eûz ann Éjipt: hag ô véza ma hô deûz kaset enn da énep Balaam, mâb Béor, eûz a Vézopotamia é Siria, évit da villiga.

5Hôgen ann Aotroù da Zoué na fellaz két d’ézhan̄ sélaoui Balaam, hag é trôaz hé vallôz é bennoz d’id, ô véza ma karé ac’hanod.

6Na rî két a béoc’h gân̄t-hô, ha na glâski két ôber vâd d’ézhô keit ha ma vévi da-vikenn.

7Na argarzi két ano Iduméan, râk da vreûr eo; nag ann Éjiptian, râk diavésiad oud bét enn hô vrô.

8Ar ré a vézô ganet diout-hô a iélô é strollad ann Aotrou d’ann trédé rumm.

9P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, en em viri a bép trâ drouk.

10Mar béz enn hô touez eunn dén, hag a vé bét saotret enn nôz dré eunn huvré, éz ai er-méaz eûz ar c’hâmp,

11Ha na zistrôi két, kén n’en dévézô gwalc’het hé zaouarn war ar pardaez: ha goudé kûs-héol é tistrôi d’ar champ.

12Eul léac’h az pézô er-méaz eûz ar c’hamp, é péléac’h éz î war-véaz.

13Eur peûlik a zougi oud da c’houriz, ha pa arzaôi, é rî eunn toull krenn, hag é c’hôlôi gan̄d douar ar péz ez pézô distaolet,

14Pa vézi savet alesé. (Râg ann Aotrou da Zoué a valé é-kreiz da gamp, évid da zieûbi, ha lakaad da énébourien étré da zaouarn): ha bézet san̄tel da gamp, ha na vézet gwélet enn-han̄ nétrâ a louz, gan̄d aoun n’as tilezché ann Aotrou.

15Na likii két étré daouarn hé vestr, ar sklâv a zô tec’het étrézég enn-oud.

16Choum a rai gân-éz el léac’h ma karô, hag éc’h arzaôi enn unan eûz da geriou: na nec’h két anézhan̄.

17Na vézô két a c’hast é-touez merc’hed Israel, nag a c’hastaouer é-touez mipien Israel.

18Na gennigi két gôbr ar c’hast na gwerz ar c’hî é tî ann Aotrou da Zoué pétrâ-bennâg m’az pézô gwéstlet; râg argarzuz in̄t hô daou dirâg ann Aotrou da Zoué.

19Na rôi két d’as preûr war gampi, nag arc’han̄t, nag édou, na nétrâ all é-béd;

20Hôgen hép-kén d’ann diavésiad. D’as preûr é presti kémen̄d en dévézo ézomm, hép kampi é-béd; évit ma vennigô ann Aotrou da Zoué ac’hanod é kémen̄d a ri gan̄d da zaouarn, enn douar é péhini éz éz évid béza hé berc’hen.

21P’az pézô gréat eur gwéstl d’ann Aotrou da Zoué, na zaléi két d’hé zévéni; râg ann Aotrou da Zoué hé c’houlennô stard digan-éz; ha mar daléez, é vézô nivéret d’id évit péc’hed. 2i. Ma na réz kéd a wéstl, é vézi dibéc’hed.

22

23Hôgen ar péz a vézô éat eur wéach er-méaz eûz da vuzellou a viri, hag é rî ével ma éc’h eûz gwéstlet d’ann Aotrou da Zoué, ô véza ma éc’h eûz komzet gan̄d da ioul ha dré da c’hénou.

24P’az î é gwinien da nésa, debr rezin kémen̄d na ma kiri; hôgen na gâs két gan-éz er-méaz.

25P’az î é park da viñoun, é helli terri tamoézennou, hag hô frika enn da zourn; hôgen na drouc’hi két gan̄d ar fals. ———— XXIV. PENNAD. Paéa ar gôbrou. Lézel d’ar béorien ann dilerc’h eûz ann éd hag eûz ar rezin.

← Adlezenn 16Read In The App, Free →Adlezenn 18 →

Study Adlezenn 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334