Adlezenn 20:11
É ri banvez gan̄t ar madou en dévézô rôet ann Aotrou da Zoué d’id ha d’as tî, té hag al Lévit, hag ann diavésiad a zô gan-éz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 9:9Hag hî a lavaraz: Da zervicherien a zô deûet eûz a eur vrô pell-meûrbéd é hanô ann Aotrou da Zoué. Rak klévet hon eûz hanô eûz hé c’halloud, eûz a gémen̄t en deûz gréat enn Éjipt;
Joshua 9:27Hag hén̄ a reizaz enn deiz-zé pénaoz é vijen̄t da vévellou d’ann holl bobl, ha da aoter ann Antrou; ha pénaoz é trouc’hchen̄t ar cheûneûd hag é tougchen̄t ann dour el léac’h a vijé dilennet gan̄d ann Aotrou, ével ma réon̄t c’hoaz béteg henn. ———— X. PENNAD. Jozué a laka ann héol da arzaôi, hag a gémer meûr a géar.
Judges 1:30Zabulon na zispennaz két ar ré a choumé é Sétron hag é Naalol; hôgen ar C’hananéed a choumaz enn hô zouez, hag é paéchon̄t gwiriou d’ézhan̄.
Luke 19:14Hôgen tûd hé vrô a gasaé anézhan̄; hag é kaschont kannaded war hé lerc’h, évit lavaroud d’ezhan̄: Na fell kéd d’éomp é vé hé-man̄ hor roué.