Adlezenn 20
1Pa vézi éat enn douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers; p’az pézô hé biaouet, ha pa choumi enn-nan̄,
2É kéméri ar préveûdiou eûz da holl frouez, hag é likii anézhô enn eur gést, hag éz î d’al léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô énô galvet hé hanô:
3Hag éz î da gaout ar bélek, a vézô é karg enn deisiou-ze, hag e liviri d’ézhan̄: An̄savout a rann hiriô dirâg ann Aotrou da Zoué, pénaoz ounn deûet ébarz ann douar en dôa touet d’hon tadou é rôjé d’é-omp.
4Hag ar bélek ô kemérout ar gést eûz da zourn, hé lakai dirâg aoter ann Aotrou da Zoué.
5Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué: Ar Siriad a iéaz war-lerc’h va zâd, hag hén̄ a ziskennaz enn Éjipt, hag a choumaz énô ével eunn diavésiad enn eunn niver bihan; hôgen kreski a réaz énô enn eur bobl brâz ha kré ha diniver.
6Hag ann Éjiptianed a c’hlac’haraz hag a heskinaz ac’hanomp, hag a lékéaz war-n-omp kargou pounner-brâz.
7Ha ni a c’harmaz oud ann Aotrou Doué hon tadou, péhini a zélaouaz ac’hanomp, hag a zellaz oud hon izelded, oud hor labour, hag oud hon an̄ken:
8Hag hén hon tennaz eûz ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d eur bréac’h astennet, gan̄d eur spoun̄t brâz, gan̄d arouésiou ha burzudou:
9Hag hol lékéat en deûz da zon̄t el léac’h-man̄, hag en deûz rôet d’é-omp ann douar-man̄, é péhini é tivér al léaz hag ar mél.
10Ha râk-sé eo é kennigann bréman̄ préveûdiou frouez ann douar en deûz rôet ann Aotrou d’in. Hô lézel a rî dirâg ann Aotrou da Zoué, ha goudé béza azeûlet ann Aotrou da Zoué,
11É ri banvez gan̄t ar madou en dévézô rôet ann Aotrou da Zoué d’id ha d’as tî, té hag al Lévit, hag ann diavésiad a zô gan-éz.
12P’az pézô peûr-rôet ann déog eûz da frouez, ann trédé bloaz eûz ann déogou, hô rôi d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tanvez, évit ma tebrin̄t enn diabarz eûz da bersier, ha ma hô dévézô hô gwalc’h.
13Hag é liviri dirâg ann Aotrou da Zoué: Tennet em eûz eûz va zî kémen̄t a oa gwéstlet, hag hé rôet em eûz d’al Lévit, ha d’ann diavésiad, ha d’ann emzivad, ha d’ann in̄tan̄vez, ével ma éc’h eûz hé c’hourc’hémennet d’in: n’ounn két éat ébiou d’as kélennou, ha n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou.
14N’em eûz két debret anézhô em c’haon̄, ha n’em eûz két hô lékéat a dû évid eunn dra dic’hlan-bennâg, ha n’em eûz két rôet anézhô évid ar c’han̄vou. Sen̄tet em eûz out mouéz ann Aotrou va Doué, ha gréat em eûz kémen̄t éc’h eûz gourc’hémennet d’in.
15Sell ouz-omp eûz da zan̄tuar, hag eûz al léac’h uc’hel eûz ann én̄vou é péléac’h é choumez, ha bennig da bobl Israel, hag ann douar éc’h eûz rôet d’é-omp, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél.
16Ann Aotrou da Zoué a c’hourc’hémenn d’id hiriô ôber ar c’hélennou-zé hag ar barnédigézou-zé; ha ma viri, ha ma sévéni anézhô a greiz da galoun hag a greiz da éné.
17Dilennet éc’h eûz hiriô ann Aotrou, évit ma vézô Doué d’id, évit ma kerzi enn hé hen̄chou, ha ma viri hé lidou, hag hé gélennou, hag hé varnédigézou, ha ma sen̄ti oud hé c’hourc’hémenn.
18Hag ann Aotrou en deûz da zilennet hiriô, évit ma vézi hé bobl hé-unan ével ma en deûz hé lavaret d’id, hag évit ma viri hé holl gélennou,
19Hag évit m’as lakai da véza ar brudéta eûz ann holl boblou en deûz krouet, évid hé veûleûdi, hag évid hé hanô, hag évid hé c’hloar; hag évit ma vézi pobl san̄tel ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret. ———— XXVII. PENNAD. Aoter véan war aot ar Jourdan. Lid é-kén̄ver ar bennosiou hag ar mallosiou.