Adlezenn 26:16
Hé héget hô deûz, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, hag hé vuanégez hô deûz tennet war-n-ézho gan̄d hô faliagriézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:5Hôgen don̄d a réot el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué eûz a greiz hoc’h holl vreûriézou, évit ma lakai hé hanô, ha ma choumô énô:
Deuteronomy 8:2O véza m’az oud eur bobl san̄tel d’ann Aotrou da Zoué, ha ma en deûz da zilennet évit ma vézi eur bobl a-dû d’ézhan̄ hé-unan, é-kreiz ann holl boblou a zô war ann douar.
Deuteronomy 11:1Na lazi két d’ann Aotrou da Zoué eunn dan̄vad pé eunn éjenn, war béhini é vézô eunn nam pé eur gwall-bennâg; râg eunn dra argarzuz eo d’ann Aotrou da Zoué.
Deuteronomy 12:1Ar véleien hag al Lévited, hag ar ré all holl péré a zô eûz ann hévéleb breûriez, n’hô dévézô két a lôden nag a zigwéz gan̄d ann dilerc’h eûz a Israel, ô véza ma tebrin̄t hé sakrifisou, hag hé gennigou;