Adlezenn 26
1Sélaouit, én̄vou, ar péz éz ann da lavarout: ra glevô ann douar geriou va génou.
2Ra zeûiô da dévaat (T) va c’hélénadurez ével glaô; ra ziverô va lavar ével gliz, ével glaô war ar géot, hag ével bannéou war al létoun.
3Râk meûli a rinn hanô ann Aotrou: rôit da Zoué uc’hel-meûrbed ann énor a zô dléet d’ézhan̄. (T).
4Oberiou Doué a zô klôk, hag hé holl hen̄chou a zô reiz: eunn Doué féal eo, hag hép fallagriez é-béd, gwirion hag éeun.
5Ar ré a zô bét ha n’in̄t mui hé vugalé, hô deûz péc’het enn hé énep oc’h en em zaotra, gwenn droug ha gwall-fall.
6Hag houn-nez eo ann anaoudégez-vâd éc’h eûz évid ann Aotrou, pobl diskian̄t? Ha né két hén̄ eo da dâd, péhini en deûz da biaouet, da c’hréat ha da grouet?
7Az péz sonch eûz ann deisiou trémenet, menn er rummou ken̄t: goulenn digan̄d da dâd, hag é rôi da anaout d’id; digan̄d da ré gôz, hag é livirin̄t did.
8Pa rannaz ann Uc’héla ar brôadou, pa zistrollaz bugalé Adam, é lékéaz harzou ar boblou hervez ann niver eûz a vugalé Israel.
9Hôgen lôden ann Aotrou eo hé bobl; ha Jakob a zô rann hé zigwéz.
10Hé gavet en deûz enn eunn douar dihen̄tet, enn eul léac’h eûzuz, hag enn eunn distrô éc’hon: hé rénet en deûz trô-war-drô; hé zesket en deûz, hag hé viret en deûz ével mâb hé lagad.
11Ével ma c’halv ann er hé érédigou évid hô lakaad da nicha, ha ma c’hournich a-ziouc’h d’ézhô, ével-sé en deûz astennet hé ziou-askel, hag en deûz hé zavet, hag en deûz hé zouget war hé ziou-skoaz.
12Ann Aotrou hép-kén eo bét da réner d’ézhan̄; ha né oa két a Zoué a-ziavéaz gan̄t-han̄.
13Hé lékéat en deûz enn eunn douar uc’hel, évit ma tébrô frouez ar parkeier, évit ma sunô mél ar méan hag éôl ar roc’h ar c’haléta;
14Amann ar zaoud, ha léaz ann dén̄ved, gan̄t lard ann oen, hag ann tourzed eûz a vrô Basan, ha bouc’hed, gan̄t flour gwiniz; ha ma évô goâd-gwini ar pura.
15Ann hini a oa karet a zô deûet da véza lard, hag a zô savet a énep Doué (T); lartéet, tévéet, karget a vadou, en deûz dilézet Doué hé Grouer, hag eo pelléet diouc’h Doué hé Zalver.
16Hé héget hô deûz, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, hag hé vuanégez hô deûz tennet war-n-ézho gan̄d hô faliagriézou.
17Azeûlet hô deûz ann diaouled, ha n’hô deûz két azeûlet Doué; azeûlet hô deûz douéed ha na anavézen̄t két, douéed névez-deûet, ha na oa két bét kéélet gan̄d hô zadou.
18Dilézet éc’h eûz ann Doué en deûz da c’hanet; hag an̄kounac’héet éc’h eûz ann Aotrou en deûz da grouet.
19Ann Aotrou ô véza gwélet kémen̄t-sé a zavaz drouk enn-han̄ (T), ô véza ma eo bét héget gan̄d hé vipien ha gan̄d hé verc’hed.
20Hag hén̄ a lavaraz: Kuza a rinn va dremm out-hô, hag éc’h évésainn oud hô divez; rag eur gwall wenn eo, bugalé disléal in̄t.
21Hî hô deûz va héget gan̄d ann hini ha n’eo két Doué, hag hô deûz va lékéat da vuanékaat gan̄t hô gwanderiou: ha mé a hégô anézhô gan̄d ann hini ha n’eo két va bobl, hag hô lakaad a rinn da vuanékaat diwar-benn eur vrôad tûd diskian̄t.
22Krôget eo ann tân em frouden, hag é tevô bété gwéled ann ifern: bévézi a rai ann douar gan̄d hé holl louzou; in̄tana a rai ar ménésiou bétég ar sôl.
23Mé a zigasô d’ézhô pép seurt poan (T), hag e tenninn va holl virou war-n-ézhô.
24Disman̄tret é vézin̄t gan̄d ann naounégez, hag ann evned a zispennô anézhô, ô kregi enn-hô gan̄t krizder: kâs a rinn out-hô al loéned ferô, ha kounnar ann aéred, hag ar ré holl a stléj war ann douar.
25Ar c’hlézé hô c’hasô-da gét enn diavéaz, hag ar spoun̄t enn diabarz, ar paotr-iaouan̄k kerkoulz hag ar plac’h-iaouan̄k, ar bugel oud ar vronn hag ann dén kôz.
26Lavaret em eûz: Péléac’h émin̄t? Ar sonch anézhô a laminn eûz a douez ann dûd.
27Hôgen gourzézet em eûz enn abek da vuanégez hô énébourien; gan̄d aoun na zeûjé ann énébourien-zé da stambouc’ha ha da lavarout: Hon dourn uc’hel eo, ha né két ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé.
28Eur bobl diskian̄t ha diboell eo.
29A-ioul é ven̄t fûr ha poellek, hag é râg-gwelfen̄t hô divez!
30Penaoz é hellô unan stourmi out mîl, ha daou lakaad dék mil da dec’hi? Ha né két ô véza ma en deûz Doué gwerzet anézhô, hag ann Aotrou serret anézhô?
31Râg hon Doué né két ével hô douéed-hi: hag hon énébourien a zô ar varnerien eûz a gémen̄t-sé.
32Hô gwini a zô gwini Sodom ha gwini faboursiou Gomorra: hô rézin a zô rézin béstl, ha c’houérô eo hô bôdou-rézin.
33Béstl aéréven̄t eo hô gwin, ha kon̄tam aspiged né baré két.
34Ha né két kuzet kémen̄t-sé enn-oun, ha né két siellet em ten̄zoriou?
35Ar ven̄jan̄s a zô d’in, ha mé a zistolô d’ézhô er maré, évit ma kouézô hô zroad: tôst éma deiz hô c’holl, ha nésaad a ra ann amzer.
36Ann Aotrou a varnô hé bobl, hag en dévézô truez oud hé zervicherien; pa wélô pénaoz eo dinerzet hô dourn, pénaoz eo dispennet ar ré a oa serret, ha deûet-da-gét ar ré all.
37Hag hén̄ a lavarô: Péléac’h éma hô douéed, é péré édô hô fisian̄s,
38Eûz a béré é tébren̄t lard ar viktimou, hag eûz a béré ec’h éven̄t gwin ar zakrifisou? (T). Saven̄t ha kennerzen̄t ac’hanoc’h, ha skoazellen̄t ac’hanoc’h enn hoc’h ézomm.
39Gwélit pénaoz ounn va-unan, ha pénaos n’eûz Doué all é-béd néméd-oun. Mé eo a lâz ha mé eo a laka da véva: mé eo a c’hlaz ha mé eo a baré, ha n’eûz hini a helfé tenna nétrâ diouc’h va dourn.
40Sével a rinn va dourn étrézég ann én̄v, hag é livirinn: Mé a vév bépréd.
41Mar lemmann va c’hlézé hén̄vel oud al luc’hed, ha mar tiframm va dourn ar varn, en em ven̄jinn eûz va énébourien, hag é tistolinn kemm-ouch-kemm d’ar ré hô deûz kas ouz-in.
42Mezvi a rinn va birou gan̄t goâd, ha va c’hlézé a zebrô kîk ha goâd ar ré lazet; hag ar ré eûz va énébourien péré né vézin̄t két bét lazet, a vézô kaset é sklavérez.
43Brôadou, meûlit hé bobl, ô véza ma ven̄jô goâd hé zervicherien: en em ven̄ji a rai eûz hô énébourien, hag é vézô trugarézuz é-kén̄ver douar he bobl hé-unan.
44Moizez a zeûaz éta, hag a lavaraz holl c’heriou ar ganaouen-man̄ dirâg ar bobl her c’hlevé, hén̄ ha Jozué, mâb Nun.
45Ha Moizez a beûr-lavaraz ann holl c’heriou-zé, ô komza oud Israel holl;
46Hag é lavaraz d’ézhô: Likid doun enn hô kalounou ann holl c’heriou a desténiann hiriô d’é-hoc’h, évit ma kémennot d’hô pugalé da virout ha da ôber ha da beûr-ôber kémen̄d a zô skrivet el lézen-man̄:
47Râk né két enn-aner eo bét rôet ar c’hélennou-zé d’é-hoc’h; hôgen évit ma kavô pép-hini ac’hanoc’h hé vuez enn-hô, hag oc’h hô mirout, ma choumot pell-amzer enn douar, é péhini éz éot évid béza hé berc’hen, pa vézô treûzet ar Jourdan gan-é-hoc’h.
48Hag ann Aotrou a gomzaz out Moizez enn hévélep deiz, ô lavarout:
49Piñ war ar ménez Abarim-zé, da lavaroud eo, ménez ann tréméniou; war vénez Nébo, péhini a zô é douar Moab, râg-énep da Jériko: ha sell oud douar Kanaan, a rôinn é kers da vugalé Israel, ha marv war ar ménez.
50Pa vézi piñet énô é vézi unanet gan̄d da bobl, ével ma eo marô Aaron, da vreûr, war vénez Hor, ha ma eo bét unanet gan̄d hé bobl:
51O véza ma hoc’h eûz péc’het em énep, é-kreiz bugalé Israel, el léac’h hanvet doureier ann énébiez, é Kadez, é distrô Sin; ha n’hoc’h eûz két va meûlet dirâk bugalé Israel.
52Gwéloud a rî dira-z-oud ann douar a rôinn da vugalé Israel, ha n’az î két ébarz. ———— XXXIII. PENNAD. Moizez a vennig ann daouzék vreûriez, hag a ziougan ar péz a dlé c’hoarvézout gan̄t-hô.