Adlezenn 6:10
Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô; ha ma choumot héb aoun,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 6:18Hôgen dibri a rî anézhô dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévited a choum enn da geriou: hag en em laouénai, hag en em vagi dirâg ann Aotrou da Zoué gan̄t kémen̄t trâ war béhini éc’h astenni da zourn.
Deuteronomy 8:12Na zebrit két eûz ar ré zic’hlan: da lavaroud eo, eûz ann er, eûz ar grifon, eûz ar falc’han,
Nehemiah 9:25Kémeroud a réjon̄t éta keriou kré, hag eunn douar strujuz: hag hî hô dévoé enn hô c’hers tiez leûn a bép mâd; ha pun̄sou gréat gan̄t ré all, gwini, ha gwéz-olived, ha kalz a wéz-frouez; hag hî hô deûz debret, hag hô deûs bét hô gwalc’h, hag a zô deûet da véza lard, nag hô deûz bét kalz a draou c’houék gan̄d da vadélez vrâz.
Psalms 105:44Hag é rôaz d’ézhô brôiou ar brôadou; ha labouriou ar boblou a oé d’ézhô: