The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 6

1Chétu aman̄ al lézennou hag ar c’hourc’hemennou (T) a dléit da virout enn douar a dlé ann Aotrou, Doué da dadou, da rei d’id, évit ma vézi perc’hen d’ézhan̄ é-pâd ann holl zeisiou ma vézi béô war ann douar.

2Diskarit ann holl lec’hiou é péré ar brôadou eûz a béré é viot deûet da berc’hen, hô deûz azeûlet hô douéed war ar ménésiou uc’hel, ha war ar c’hrec’hiou, ha dindân ar c’hoajou stan̄k.

3Freûzit hô aotériou, ha torrit hô skeûdennou, ha loskit gan̄d ann tân hô c’hoajou-sakr, ha brévît hô idolou, ha lamit hô hanvou eûz al lec’hiou-zé.

4Na réot két ével-sé é-kén̄ver ann Aotrou hô Toué:

5Hôgen don̄d a réot el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué eûz a greiz hoc’h holl vreûriézou, évit ma lakai hé hanô, ha ma choumô énô:

6Hag é kennigot el léac’h-zé hô sakrifisou-losk, hag hô viktimou, ann déogou, hag ar bréveûdiou eûz hô taouarn, hag hô kwéstlou, hag hô rôou, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hoc’h éjenned hag eûz hô tén̄ved.

7Hag é tebrot énô dirâg ann Aotrou hô Toué: hag en em laouénéot, c’houi hag hô tiez, gan̄t kémen̄t trâ é péhini hô pézô lékéat hô tourn, hag a vézô bét benniget gan̄d ann Aotrou hô Toué.

8Na réot két énô ével ma réomp aman̄ hiriô, pép-hini ével ma kâv reiz.

9Râk bété vréman̄ n’oc’h két deûet enn éhan̄, nag enn digwéz a dlé ann Aotrou hô Toué da rei d’é-hoc’h.

10Ar Jourdan a dreûzot, hag é choumot enn douar a dlé ann Aotrou, hô Toué, da rei d’é-hoc’h, évit ma viot enn éhan a-énep ann holl énébourien trô-wâr-drô; ha ma choumot héb aoun,

11El léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou hô Toué, évit ma vézô hé hanô enn-han̄: énô eo é tigasot kémen̄d a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h, hô sakrifisou-losk, hag hoc’h hostivou, hag hô téogou, ha préveûdiou hô taouarn; ha kemen̄t trâ a vézô ar gwella er rôou a wéstlot d’ann Aotrou.

12Énô é réot banvez dirâg ann Aotrou hô Toué, c’houi, hô mipien hag hô merc’hed, hô mévellou hag hô mitisien, hag al Lévited a choumô enn hô keriou; râk n’hô deûz két a lôd all, nag a zigwéz all enn hô touez.

13Laka évez na gennigfez da sakrifisou-losk é pép léac’h ma wéli.

14Hôgen el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou, enn unan eûz da vreûriézou, énô é kennigi da hostivou, hag é ri kémen̄d a c’hourchémennann d’id.

15Hôgen mar fell d’id dibri, ha mar karez dibri kîk, lâz ha debr hervez bennôz ann Aotrou da Zoué en deûz rôet d’id enn da geriou; daoust pé é vézo dic’hlan, da lavaroud eo, namet pé mac’hañet; daoust pé é vézô glân, da lavaroud eo, klôk ha dinam, evel ma helleur hé genniga: debr ével pa vé iourc’h pé karô;

16Hép dibri hép-kén ar goâd, a skuḻi war ann douar ével dour.

17Na helli két dibri enn da geriou déok da éd, na da wîn, na da éôl, nag ar ré gen̄ta ganet eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved, na kémen̄d ez pézo gwéstlet, na kémen̄d a fellô d’id da genniga a-ioul, na préveûdiou da zaouarn:

18Hôgen dibri a rî anézhô dirâg ann Aotrou da Zoué, el léac’h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, té, da vâb ha da verc’h, da vével ha da vatez, hag al Lévited a choum enn da geriou: hag en em laouénai, hag en em vagi dirâg ann Aotrou da Zoué gan̄t kémen̄t trâ war béhini éc’h astenni da zourn.

19Laka évez na zilézi két al Lévited keit ha ma vézi war ann douar.

20Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué astennet da harzou, ével ma en deûz hé lavaret d’id, mar fell d’id dibri kîk diouc’h da c’hoan̄t;

21Mar d-éma pell al léac‘h en dévézô dilennet ann Aotrou da Zoué, évit ma vézô hé hanô énô, é lazi eûz ann éjenned hag eûz ann dén̄ved ez pézô, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’id, hag é tebri enn da geriou ével ma kiri.

22Ével ma tebreur iourc’h pé karô, ével-sé é tibri anézhô: hag ann dén glân hag ann dén dic’hlan a zebrô anézhô hép kemm.

23Laka évez hép-kén na zebri két ar goâd: râg ar gôad a zô hô éné; ha râk-sé na dléez két dibri ann éné gan̄d ar c’hîk;

24Hôgen skuḻa a ri ar goâd-zé war ann douar ével dour;

25Évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé, p’az pézô gréat ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou.

26É-kén̄ver ann traou az pézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou, é kéméri anézhô, hag é teûi d’al léac’h en devézô dilennet ann Aotrou;

27Hag é kennigi é boéd-kennig ar c’hîg hag ar goâd war aoter ann Aotrou da Zoué: goâd ann hostivou a skuḻi oud ann aoter, hag ar c’hîg a zebri da-unan.

28Mîr ha sélaou kémen̄d a c’hourc’hémennann d’id, évit ma vézô vâd d’id ha d’az vipien da-c’houdé da-vikenn, p’az pézô gréat ar péz a zô mâd hag hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué.

29Pa en dévézô ann Aotrou da Zoué bévézet dira-z-oud ar brôadou é brô péré éz î da berc’hen; p’az pézô hé fiaouet, hag é choumi enn hô douar;

30Laka évez na heûḻfez ar brôadou-zé, goudé ma vézin̄t bét bévézet dira-z-oud, ha na en̄klaskfez hô lidou, ô lavarout: Ével ma hô deûz kéélet ar brôadou-zé hô douéed, ével-sé é kéélinn ivé.

31Na rî két enn doaré-zé d’ann Aotrou da Zoué. Râg hî hô deûz gréat d’hô douéed ann holl fallagriézou a gasa ann Aotrou, ô kenniga d’ézhô hô mipien hag hô merc’hed, hag oc’h hô leski enn tân.

32Grâ hép-kén é-ken̄ver ann Aotrou ar péz a c’hourc’hémennann d’id: na laka nétrâ ouc’h-penn, ha na denn nétrâ. ———— XIII. PENNAD. A-éneb ar ré a felfé d’ézhô dougen ar bobl da wall-ôber.

← Adlezenn 5Read In The App, Free →Adlezenn 7 →

Study Adlezenn 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334