Eklesiastes 1:8
Ann holl draou a zô diez; ann dén na hell két hô displéga gan̄d hé lavariou. Né két gwalc’net al lagad ô wélout, na leûniet ar skouarn ô klevout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Pétrâ a zô bét? Ar péz a vézô. Pétrâ a zô bét gréat? Ar péz a vézô gréat.
Cross References
Proverbs 27:20Ann ifern hag al loun̄k n’in̄t morsé leûn: ével-sé daoulagad ann dûd né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h.
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 4:1Trôet ounn étrézég eunn tû all, hag em eûz gwélet ar gwaskou a réeur dindân ann héol, daérou ar ré zinam, péré n’hô deûz dén évid hô dizoania; hag ann dic’halloudez é péhini émin̄t da énébi oud ar frouden, pa n’hô deûz skoazel é-béd.
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?
Ecclesiastes 7:24Gréat em eûz pép-trâ évit béza fûr. Lavaret em eûz: Fûr é teûinn da véza; hag ar furnez a zô éat pell diouz-in.