The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 761-770) ◄ Levr ar C’hrenn-Lavariou Ann Eklésiastes, pé ar Prézéger Kanaouen kanaouennou Salomon ► ANN EKLÉSIASTES, PÉ AR PRÉZÉGER. ———— I. PENNAD. Avel eo pép-trâ. 1 Geriou ar Prézéger, mâb David, roué é Jéruzalem.

2Avel ann avélou, émé ar Prézéger, avel ann avélou, hag avel pép-trâ.

3Pétrâ a zeû d’ann dén eûz ann holl labour a râ dindân ann héol?

4Eur rumm a drémen, hag eur rumm all a zeû: hôgen ann douar a choum stard da-vikenn.

5Ann héol a zâv hag a ia da guza, hag é tistrô d’hé léac’h ken̄ta: hag ô assével ac’hanô,

6Éz â étrézég ar c’hrésteiz, hag é trô étrézég ann han̄ter-nôz: ann avel a drô a bép tû, hag a zistrô war-n-ézhan̄ hé-unan, oc’h ôber trôiou brâz.

7Ann holl steriou a ia er môr, hag ar môr na skûḻ két dreist: ar steriou a zistrô d’al léac’h a béhini é oan̄t deûet évid rédeg adarré.

8Ann holl draou a zô diez; ann dén na hell két hô displéga gan̄d hé lavariou. Né két gwalc’net al lagad ô wélout, na leûniet ar skouarn ô klevout.

9Pétrâ a zô bét? Ar péz a vézô. Pétrâ a zô bét gréat? Ar péz a vézô gréat.

10N’eûz nétrâ a névez dindân ann héol, ha dén na hell lavarout: Chétu eunn dra névez; râk béz’ eo bét ken̄t enn amzériou a zô tréménet enn hor raok.

11N’eûz két a én̄vor eûz ann traou ken̄t; hag ar péz a dlé don̄t a vézô an̄kounac’héet gan̄d ar ré a zeûi war hon lerc’h.

12Mé, ar Prézéger, a zô bét roué Israel é Jéruzalem.

13Lékéat em bôa em spéred en̄klaskout ha c’houilia gan̄d furnez kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héol. Doué en deûz rôet ar gwall bréder-zé da vugalé ann dûd évit ma en em rôjen̄t d’hô anaout.

14Gwélet em eûz kémen̄d a c’hoarvez dindân ann héôl, ha chétu eo avel pép-trâ, ha glac’har a spéred.

15Ar ré fallakr a zô diez da reiza, ha brâz-meûrbéd eo niver ar ré ziskian̄t.

16Komzet em eûz em c’haloun, ô lavarout: Chétu mé a zô deûet da véza brâz, hag éat ounn er furnez enn tu all d’ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem; ha va spéred en deûz gwélet kalz traou gan̄t furnez, hag em eûz desket.

17Rôet em eûz va c’haloun da zeski ar poell hag ar gélennadurez, ar faziou hag ar follen̄tez; hag em eûz anavézet pénaoz é kémen̄t-sé éz eûz ivé poan, ha glac’har a spéred:

18Râg gan̄d eur furnez vrâz éz eûz eunn argarzidigez vrâz; ha néb a gresk hé wiziégez a gresk ivé hé boan. II. PENNAD. Avel enn dudiou. Avel er madou.

← Levr ar C'hrennlavarioù 31Read In The App, Free →Eklesiastes 2 →

Study Eklesiastes 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112