Eklesiastes 11:5
Ével na ouzoud két dré bé hen̄t é teû ann éné, ha pénaoz en em framm ann eskern é kôv eur c’hrég brazez, ével-sé na ouzoud két ôberiou Doué, péhini eo ann ôberer eûz a bép-trâ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Néb a laka évez oud ann avel, na had két; ha néb a zell oc’h ar c’hoabr, na védô bikenn.
Cross References
Job 5:9Péhini a ra traou brâz ha dreist pép skian̄t, traou burzuduz ha dreist pép niver;
Job 26:14Chétu hon eûz lavaret lôd eûz hé hen̄chou; ha pa eo a-véac’h ével eur banné ar péz hon eûz klévet, piou a hellô sellout out kurun hé vrasder? ———— XXVII. PENNAD. Job a ziskouéz ar reûsiou a c’hourdrouz ar ré fallagr.
Job 37:23Râk na hellomp két hé boella ével ma eo dléet: brâz eo gan̄d hé varn ha gan̄d hé wirionez; ha na helleur két komza diwar hé benn.
Psalms 40:5Kalz burzudou éc’h eûz gréat té, Aotrou va Doué: ha n’eûz dén hén̄vel ouz-id enn da vénosiou. Pa eo bét fellet d’in hô danévella hag hô rei da anaout, em eûz hô c’havet stan̄k dreist pép niver.
Psalms 104:24Péger brâz eo da ôberiou, ô Aotrou! Gan̄t furnez éc’h eûz gréat pép-trâ; leûn eo ann douar eûz da vadou.
Ecclesiastes 1:6Éz â étrézég ar c’hrésteiz, hag é trô étrézég ann han̄ter-nôz: ann avel a drô a bép tû, hag a zistrô war-n-ézhan̄ hé-unan, oc’h ôber trôiou brâz.