Eklesiastes 11
1Laka da vara war ann douréier réd; râg hé gavoud a rî goudé kalz a amzer.
2Grâ anézhan̄ seiz rann, hag eiz; râk na ouzoud két pé zroug a c’hoarvézô war ann douar.
3Mar béz leûn ar c’hoabr, é skuḻin̄t glaô war ann douar. Mar kouéz ar wézen war-zû ar c’hrésteiz pé ann han̄ter-nôz, é pé léac’h-bennâg é vézô kouézet, é choumô énô.
4Néb a laka évez oud ann avel, na had két; ha néb a zell oc’h ar c’hoabr, na védô bikenn.
5Ével na ouzoud két dré bé hen̄t é teû ann éné, ha pénaoz en em framm ann eskern é kôv eur c’hrég brazez, ével-sé na ouzoud két ôberiou Doué, péhini eo ann ôberer eûz a bép-trâ.
6Hâd da hâd diouc’h ar min̄tin, ha na éhanet két da zourn diouc’h ar pardaez; râk na ouzoud két péhini a zavô da gen̄ta, hé-man̄ pé hen-nez, ha mar savon̄t hô daou, é vézô c’hoaz gwelloc’h.
7C’houék eo ar goulou, hag eunn dra dudiuz eo d’ann daoulagad gwélout ann héol.
8Mar bév eunn dén kalz a vloavésiou, ha mar béz laouen enn-hô, é tlé kaout koun eûz ann amzer a dévalien-zé, hag eûz al lôd brâz a zeisiou; péré pa vézin̄t deûet, a ziskouézô pénaoz n’eo néméd avel kémen̄d a zô tréménet.
9En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.
10Kâs-kuît ar vuanégez eûz da galoun, ha pella ann drougiez eûz da gîk; râg ar iaouan̄ktiz hag ann dudi n’in̄t néméd avel. ———— XII. PENNAD. Na c’hortoz két ar gôzni évid heûlia lézen ann Aotrou.