Eklesiastes 2:22
Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol? 28 Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan enn hé spéred a-zoug ann nôz; ha né két avel kémen̄t-sé?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 16:26Éné ann hini a labour, a labour évit-han̄, ô véza ma’z eo dalc’het gan̄d hé c’hénou.
Ecclesiastes 2:11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
Ecclesiastes 4:6Gwell eo eunn dournad gan̄d éhan, égéd daou zournad gan̄d labour ha gan̄t glac’har a spéred.
Ecclesiastes 5:10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?
Ecclesiastes 6:7Holl labouriou ann dén a zô évid hé c’hénou; hôgen hé éné na vézô két leûniet.