Eklesiastes 2
1Mé em eûz lararet em c’haloun: Déomp, en em rôomp d’ann dudiou, ha piaouomp ar madou, hag em eûz gwelet pénaoz eo ivé avel kemen̄t-sé.
2Ar c’hoarz em eûz prizet ével eur fazi; ha d’al lévénez em eûz lavaret: Pérâg en em douellez-té enn-aner?
3Mennet em eûz em c’haloun tenna va c’hîk diouc’h ar gwîn, évid dougen va spéred d’ar furnez, ha tec’hout diouc’h ar follen̄tez, kén n’em bijé gwélet pétrâ a zô mâd da vugalé ann dûd, ha pétrâ a dléon̄t da ôber dindân ann héol héd holl zeisiou hô buez.
4Labouriou brâz em eûz gréat; tiez em eûz savet évid-oun; gwiniennou em eûz plan̄tet.
5Liorsou ha berjézou em eûz gréat, hag em eûz plan̄tet enn-hô gwéz-frouez a bép doare.
6Gréat em eûz lennou dour, évid doura gwéz iaouan̄k ar c’hoajou.
7Bét em eûz mévellou ha mitisien, ha kalz a dûd all, hag eul lôd brâz a éjenned hag a zén̄ved, dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalem.
8Dastumet em eûz évid-oun arc’han̄t hag aour, ha danvez ar rouéed hag ar brovin̄sou; bét em eûz kanérien ha kanérézed, ha kémen̄d a zô dudiuz da vugalé ann dûd, kôpou ha listri évit servicba ar gwîn.
9Ha madou em eûz bét dreist ar ré holl a zô bét em raok é Jéruzalen; hag ar furnez a zô choumet bépréd gan-én̄.
10Kémen̄d hô deûz c’hoan̄téet va daoulagad da gaout, em eûz rôet d’ezhô; n’em eûz két miret out va c’haloun n’en em rôjé d’al lévénez, ha da gémen̄d dudi em bôa aozet; ha mé em bôa krédet pénaoz é oa va lôd tenna frouez eûz va holl labouriou.
11Ha pa em eûz trôet va daoulagad étrézeg holl ôberiou va daouarn hag étrézég al labouriou em bôa gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz didalvez, em eûz gwélet pénaoz né oa enn-hô holl néméd avel ha glac’har a spéred, ha pénaoz né oa nétrâ a zigéflusk dindân ann héol.
12Neûzé ounn trôet da arvesti ar furnez, ar faziou hag ar follen̄tez. (Pétrâ eo, émé-vé, ann dén, évit ma helfé heûlia ar roué en deûz hé grouet?)
13Hag em eûz gwélet pénaoz ar furnez a zô kémen̄t dreist ar follen̄tez, ével ma eo ar goulou dreist ann dévalien.
14Daoulagad ann dén fûr a zô enn hé benn; ann dén foll a valé enn dévalien; ha desket em eûz pénaoz é varv ann eil hag égilé.
15Hag em eûz lavaret em c’haloun: Mar tléann mervel kerkoulz hag ann dén foll, pétrâ a dâl d’in béza bét furoc’h? Neûzé em eûz lavaret em spéred, pénaoz kémen̄t-sé a oa ivé avel.
16Râk na vézô két peûr-baduz én̄vor ann dén fûr, ken-nébeût hag hini ann dén foll, hag ann amzériou da zon̄t a c’hôlôi pép-trâ gan̄d ann an̄kounac’h; ann dén gwiziek a varv kerkoulz hag ann dén diwiziek.
17Râk-sé eo deûet kasauz ar vuez d’in, pa em eûz gwélet pénaoz éma ann holl boaniou dindan ann héol, ha ma eo pep-trâ avel ha glac’har a spéred.
18Goudé-zé em eûz argarzet ann holl bréder gan̄t péhini em eûz labouret dindân ann héol, évit lézel eur mâp en dévézô va madou em goudé,
19Péhini a zeûiô da vestr war va holl labouriou em eûz gréat gan̄t kémen̄d a c’houéz hag a bréder, hép ma ouzoun pé é vézô fûr pé é vézô foll. Hag eunn dra a zô kenn avéluz?
20Dré-zé em eûz éhanet, ha va c’haloun é deûz dinac’het pelloc’h ôber labour é-béd dindân ann héôl.
21Râg goudé ma en deûz eur ré labouret gan̄t furnez, gan̄t poell, gan̄t préder, é lez ar péz en deûz gréat da eunn dén lézirek; ha kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn drouk brâz.
22Râk pétrâ a dalô d’ann dén hé holl labouriou hag hé c’hlac’har a spéred, gan̄t péré eo bét en̄krézet dindan ann héol? 28 Hé holl zeisiou a zô leûn a boan hag a reûz ha n’en deûz két a éhan enn hé spéred a-zoug ann nôz; ha né két avel kémen̄t-sé?
24Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.
25Piou en dévézô hé walc’h hag hé zudi ével-d-oun?
26Doué en deûz rôet d’ann dén a zô mâd dirâg hé zaoulagad ar furnez, ar wiziégez, hag al lévénez; hôgen d’ar péc’her en deûz rôet ar c’hlac’har hag ar préder didalvez, évit ma verniô ha ma tastumô madou évit béza rôet d’ann hini a vézô hétuz da Zoué; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel, hag eunn en̄krez didalvez a spéred. ———— III. PENNAD. Pép trâ é deûz hé amzer.