Eklesiastes 3:14
Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 22:31Eeun eo hen̄d ann Aotrou; gan̄d ann tân eo arnodet gér ann Aotrou: hen a zô ann diren eûz ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-han̄.
Psalms 64:9Ha pép dén a zô bét spoun̄tet. Hag hî hô deûz embannet ôberiou Doué; hag hî hô deûz poellet hé labouriou.
Proverbs 21:30N’eûz kéd a furnez, n’eûz kéd a boell, n’eûz kéd a guzul a-éneb ann Aotrou.
Ecclesiastes 5:6El léac’h ma éz eûz kalz a huvréou, éz eûz ivé kalz a avel ha lavariou diniver; hôgen té, douj Doué.
Ecclesiastes 7:18Na ra két ré a fallagriézou; ha na véz két foll, gan̄d aoun na varvchez ken̄t da amzer.