The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 3

1Pép trâ é deûz hé amzer, ha pép trâ, goudé béza bét, a drémen dindân ann én̄v.

2Amzer da c’hénel, hag amzer da vervel; amzer da blan̄ta, hag amzer da denna ar péz a zô plan̄tet;

3Amzer da laza, hag amzer da iac’haat; amzer da ziskara, hag amzer da zével.

4Amzer da wéla, hag amzer da c’hoarzin; amzer d’en em c’hlac’hari, hag amzer da drida;

5Amzer da deûrel mein, hag amzer d’hô dastumi; amzer da boki, hag amzer da bellaad diouc’h ar pokou.

6Amzer da bréna, hag amzer da golla; amzer da virout, hag amzer da zisteûrel;

7Amzer da regi, hag amzer da c’hria; amzer da devel, hag amzer da gomza;

8Amzer évid ar garan̄tez, hag amzer évid ar gasoni; amzer évid ar brézel, hag amzer évid ar péoc’h;

9Pétrâ a denn ann dén eûz hé labour?

10Gwélet em eûz ann en̄krez en deûz rôet Doué da vugalé ann dûd, évid hô lakaad da zoania.

11Kémen̄d en deûz gréat a zô mâd enn hé amzer, hag ar béd en deûz rôet d’hô strivou; hag ann dén na anavézô két koulskoudé ann ôberiou gréat gan̄d Doué adaleg ar penn-ken̄ta bétég ann divéza.

12Ha mé em eûz anavézet pénaoz né oa nétra gwelloc’h égéd en em laouénaat, hag ôber ervâd enn hé vuez.

13Râk kémen̄d hini a zebr hag a év, hag a denn hé vâd eûz hé labour, en deûz kémen̄t-sé dré eur rô eûz a Zoué.

14Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.

15Ar péz a zô bét, a zô c’hoaz; ar péz a dlé don̄t, a zô bét ken̄t; ha Doué a zigas adarré ar péz a oa éat ébiou.

16Gwélet em eûz dindân ann héol ar fallagriez é léac’h ar varn, hag ann direiz é léac’h ar reiz.

17Hag em eûz lavaret em c’haloun: Doué a varnô ann dén reiz hag ann dén direiz, ha neûzé é vézô amzer pép-trâ.

18Lavaret em eûz em c’haloun diwar-benn bugalé ann dûd, pénaoz é arnod Doué anézhô, hag é tiskouéz pénaoz in̄t hén̄vel oud al loéned.

19Râk-sé ann dûd a varv ével al loéned, hag hô stâd a zô hével-hével; ével ma varv ann dén, é varv ivé al loen; enn eunn hévélep doaré é tennon̄t hô alan ann eil hag égilé, hag ann dén n’en deûz nétrâ dreist al loen; pép-trâ zô avel hag a blég d’ann avel (T).

20Ha pép-trâ a ia étrézég ann hévélep léac’h; eûz ann douar in̄t bét tennet, hag enn douar é tistrôon̄t adarré.

21Ené bugalé Adam, na piou a oar hag hen a biñ d’ann néac’h? Ené ann anévaled, na piou a oar hag hen a ziskenn d’ann traon̄? (T).

22Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé? ———— IV. PENNAD. Talvoudégez ar gévrédigez.

← Eklesiastes 2Read In The App, Free →Eklesiastes 4 →

Study Eklesiastes 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112