Eklesiastes 3:8
Amzer évid ar garan̄tez, hag amzer évid ar gasoni; amzer évid ar brézel, hag amzer évid ar péoc’h;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
A time to love, and a time to hate; a time of war, and a time of peace.
In Context
7Amzer da regi, hag amzer da c’hria; amzer da devel, hag amzer da gomza;
9Pétrâ a denn ann dén eûz hé labour?
Cross References
Joshua 11:23Jozué a géméraz éta ar vrô holl, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez; hag é rôaz anézhi é kers da vugalé Israel, hervez hô lôdennou hag hô breûriézou: hag ar brézel a éhanaz er vrô. ———— XII. PENNAD. Hanôiou ar rouéed a zô bét tréc’het gan̄t Jozué. (T).
Psalms 105:25Trei a réaz hô c’haloun da gasaad hé bobl; ha da ôber pép gaou oud hé zervicherien.
Ezekiel 16:8Tréméned ounn ébiou d’id, hag em eûz sellet ouz-id; ha chétu da amzer a oa ével amzer ann hini a dlié béza karet; ha mé em eûz astennet va man̄tel war-n-od, hag em eûz gôlôet da vézégez. Ha mé em eûz touet d’id; hag eur gévrédigez em eûz gréat gan-ez, émé ann Aotrou Doué; ha té a zô deûet d’in.