Eklesiastes 5:1
Na lavar nétrâ gan̄d diévézded, ha na hastet két da galoun da gomza dirâk Doué. Râg enn én̄v éma Doué, ha té a zô war ann douar: râk-sé bézet dibaot da c’heriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ar prédériou brâz a zigas ann huvréou hag ar follen̄tez en em gav el lavariou paot.
Cross References
Joshua 5:15Ha Jozué en em daolaz war hé c’henou d’ann douar. Hag oc’h hé azeûli, é lavaraz: Pétrâ a fell d’ann Aotrou da lavarout d’hé zervicher?
1 Samuel 15:21Ha David ô véza deûet da gavout Saül, a choumaz enn hé zâ dira-z-han̄. Ha Saül a garaz anézhan̄ kalz hag hel lékéaz da floc’h d’ézhan̄.
Job 11:2Ann hini a lavar kémen̄d a draou, ha na zélaouô két? Hag al labenner a vézô didamallet?
Psalms 50:8Na damallinn két ac’hanod évid da zakrifisou; râk da zakrifisou-losk a zô bépréd dira-z-oun.