The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 5

1Na lavar nétrâ gan̄d diévézded, ha na hastet két da galoun da gomza dirâk Doué. Râg enn én̄v éma Doué, ha té a zô war ann douar: râk-sé bézet dibaot da c’heriou.

2Ar prédériou brâz a zigas ann huvréou hag ar follen̄tez en em gav el lavariou paot.

3Ma éc’h eûz gréat eur gwéslt da Zoué, na zalé két d’hé zévéni; râg ar gwéstl disléal ha foll a zô dihétuz d’ézhan̄; hôgen p’az pézô gréat eur gwéstl, séven-hén̄.

4Gwéll eo kalz choum hep ôber gwéstlou égéd ôber gwéstlou, ha choum hép ôber anézhô.

5Na vézet két da c’hénou a abek d’as kîk da béc’hi; ha na lavar két dirâg ann éal: N’eûz kéd a râg-gwél; gan̄d aoun na zavché droug enn Aotrou oud da lavariou, ha na gasché-da-gét holl ôberiou da zaouarn.

6El léac’h ma éz eûz kalz a huvréou, éz eûz ivé kalz a avel ha lavariou diniver; hôgen té, douj Doué.

7Mar gwelez gwaskérez ar béorien, hag ar gwall varnou, ha diskar ann dén reiz enn eur vrô, na véz két souézet gan̄t kémen̄t-sé: râg ann hini a zô uc’hel en deûz c’hoaz eunn all uc’héloc’h égét-han̄, ha ré all a zô c’hoaz uc’héloc’h égéd ar ré-man̄;

8Hag ouc’h-penn éz eûz eur roué hag a c’hourc’hémenn war ann holl vrô a zô dindân hé c’halloud.

9Ann dén ré biz n’en dévézô bikenn arc’han̄t a-walc’h; hag ann hini a gâr ar madou, na dennô két a frouez anézhô; eunn avel éta eo ivé.

10El léac’h ma éz eûz kalz a vadou, éz eûz ivé kalz a dûd évit hô dibri. Da bétra éta in̄t-hi mâd d’ann hini en deûz anézhô, némét ma wél gan̄d hé zaoulagad kalz a vadou?

11C’houék eo ar c’housk d’ann hini a labour, daoust pé é tebr nébeût, pé é tebr kalz; hôgen al leûnder a vîr oud ann dén pinvidik na gousk.

12Eur gwall glén̄ved all a zô c’hoaz, hag em eûz gwélet dindân ann héol: madou miret évit en̄krez hô ferc’hen;

13Râk mon̄d a réon̄t da-gét enn eur c’hlac’har vrâz; bez’ en deûz bét eur mâp a gouézô er baouren̄tez ar vrasa.

14Ével ma eo deûet enn noaz eûz a gôv hé vamm, ével-sé é tistrôiô ha na gasô gan̄t-han̄ nétrâ eûz hé labouriou.

15Klén̄ved truézuz-brâz; ével ma eo deûet, é tistrôiô. Pétrâ éta a dâl d’ézhan̄ béza labouret enn avel?

16É holl zeisiou hé vuez en deûz débret enn dévalien, é kalz a brédériou, er reûz hag enn doan.

17Dré-zé éta em eûz kavet mâd évid eunn dén ma tebrché, ha ma évché, ha ma en em laouénaché enn hé labour a râ dindân ann héol, enn holl zeisiou en deûz rôet Doué d’ézhan̄; râg hen-nez eo hé lôd.

18Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.

19Râk n’en dévézô két kalz a goun eûz hé vuez, pa zeûiô Doué da garga hé galoun a lévénez. ———— VI. PENNAD. Stâd truézuz ann dén ré biz.

← Eklesiastes 4Read In The App, Free →Eklesiastes 6 →

Study Eklesiastes 5

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112